Priz Bras Abou Dabi (en arabeg سباق جائزة أبوظبي الكبرى) zo ur redadeg Formulenn 1. Dalc'het e oa bet an darvoud kentañ e 2009 war Troiad Yas Marina bet treset gant Herman Tilke ha dalc'het eo bet bep bloaz abaoe, alies mat evel redadeg ziwezhañ ar gevezadeg.
Troiad Yas Marina adalek 2021
Ur redadeg deiz-noz eo, loc'het da 5e goude merenn (amzer lec'hel), gant gouleier war elum adalek penn-kentañ ar redadeg da vezañ sur n'eus tamm diaester ebet pa dremener eus an deiz d'an noz.