Émile Guépratte
(Adkaset eus Paul Émile Amable Guépratte)
Paul Émile Amable Guépratte (Granville, 30 a viz Eost 1856 – Brest, 21 a viz Du 1939), a oa un ofiser a vor gall, echu e vicher er renk da vesamiral.
Émile Guépratte
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Frañs |
Anv e yezh-vamm an den | Émile Paul Amable Guépratte, Émile Guépratte |
Anv-bihan | Émile |
Moranv | point d'honneur, fire eater, Srpska majka |
Deiziad ganedigezh | 30 Eos 1856 |
Lec'h ganedigezh | Granville |
Deiziad ar marv | 21 Du 1939 |
Lec'h ar marv | Brest |
Lec'h douaridigezh | Vault of Governors |
Yezh vamm | galleg |
Yezhoù komzet pe skrivet | galleg |
Micher | politiker, milour |
Karg | kannad gall |
Bet war ar studi e | École Navale |
Lec'h labour | Pariz |
Deroù ar prantad labour | 1874 |
Grad milourel | besamiral |
Brezel | Emgann an Dardanelloù, Brezel-bed kentañ |
Skour lu | Morlu broadel |
Ezel eus | Académie de Stanislas |
Prizioù resevet | Grand Cross of the Legion of Honour, Order of St. George, 4th class, Knight Grand Cross of the Order of the White Eagle, Grand Cross of Naval Merit with white badge |
Buhez
kemmañYaouankiz
kemmañMab e oa da Charles Émile Guépratte, kabiten lestr, ha da Eugénie Constance Jéhenne, ha mab-bihan d'an amiral breizhat Aimable Constant Jéhenne (1799-1863).
Gant Thérèse Marie Virginie Gourdan e timezas e 1883, ha tri bugel o devoe.
Kentelioù Lise impalaerel Brest a heulias e 1868 a-raok mont da Skol an arme-vor d'ar 1añ a viz Here 1871. E 1883 e tapas ar breved lestr-tarzher.
En arme
kemmañBrudet bras e oa abalamour d'e galonegezh e-kerzh Emgann an Dardanelloù (19 a viz C'hwevrer 1915 - 9 a viz Genver 1916).
Deroet e oa bet dezhañ al lietennoù da-heul :
- Marc'heg al Lejion a enor, 29 a viz Kerzu 1887,
- Ofiser al Lejion a enor, 30 a viz Kerzu 1901,
- Komander al Lejion a enor, 28 a viz Ebrel, 1915,
- Ofiser meur al Lejion a enor, 2 a viz Gouere 1918,
- Urzh Sant-Jord (Impalaeriezh rusian), 28 a viz Kerzu 1916,
- Kordonenn veur Urzh an Erer Gwenn (Serbia), 2 a viz Gwengolo 1917.