Paul Mancini (Roma, 1636 - Pariz, 18 Gouhere 1652), a oa ur mab da Geronima Mazzarini ha d'ar baron Michele Mancini. Dre e vamm e oa niz d'ar c'hardinal Giulio Mazzarini.

Poltred dalif eus Paul Mancini

Mignon e oa d'ar roue gall Loeiz XIV, ha kabiten e oa en e arme.. Gloazet fall e voe d'an 2 a viz Gouhere 1652, en emgann ar fabourzh Saint-Antoine e Pariz war-dro fin ar Fronde.

Kalz e ouelas ar roue dezhañ, a-hervez[1].

Notennoù

kemmañ
  1. (fr) Combescot, Pierre. Les Petites Mazarines. Paris : Grasset, 1999 (ISBN 978-2-246-47761-7)