Pax et treuga Dei, berraet e Pax Dei (Alamaneg: Gottesfrieden; Galleg: Paix de Dieu; Katalaneg: Pau i Treva de Déu) a vez graet eus ul luskad relijiel ha politikel savet gant an Iliz katolik e-pad ar Grennamzer evit reizhekaat liammoù ar c'hladdalc'helezh dreist-holl a-fed feulster dre ma wele ar feulster hag an nerzh o tremen a-us d'al liammoù gladdalc'hel.

Pax et treuga Dei
campaign
StadSpagn Kemmañ
Henri Iañ Beauclerc, dug Normandi ha roue Bro Saoz, o gadarniñ dekredoù sened iliz Lillebonne dalc'het e 1080, o lakaat e plas e Normandi Ehan Doue, o tifenn d'ar gloer da gaout ur wreg hag o embann sklaer liammoù ar galloud foran ha galloud ar c'hloerdi.
Aozadur gladdalc'hel ar gevredigezh er Grennamzer, rannet eo ar gevredigezh e tri urzh: principes, nobiles ha vulgaris plebs. Luskad Ehan Doue a voe awen an didroc'hañ-se evit reizhekaat ar gevredigezh

Kroget eo sioul en IXvet kantved dre ziorroadur ar gevredigezh gladdalc'hel o welet al liammoù politikel ha perc'henniñ douaroù kouezhet hag erlec'hiet gant an nerzh hag ar feulster.

Unan eus ar palioù pennañ a oa bet da lakaat un harz d'an obererezhioù brezel e-pad mareoù resis eus ar bloavezh, ar stumm implijetañ a oa un harz-brezel adal ar Merc'her noz betek al Lun vintin. Bez e oa ivez hervez ar marevezh mare an Azvent, da Nedeleg, mare ar C'horaiz ha mare Pask.

Georges Duby en devoa displeget degasadennoù ar Pax Dei:

"Pax et treuga Dei, o kendeuziñ liammoù sakr ha prevez, a sikouras krouiñ ul lec'h hag a c'helle bezañ hini ar c'hejañ e-barzh ar c'humuniezhioù a roas lañs da adsevel ul lec'h foran a live gant ar c'hêriadennoù ... En XIvet ha XIIvet kantved e veved e skeud an iliz, en ur zonenn divec'h lec'h ma veze difennet ar feulster dre reolennoù ar peoc'h relijiel."