Paksos
(Adkaset eus Paxos)
Paksos, pe Paksi pe Paksoi (Παξούς, Παξοί pe Παξί e gresianeg), zo unan eus an Inizi Ionian, er c'hreisteiz da Gorfou. 2,5 km er c'hreisteiz dezhi emañ Antipaksos, un enezennig n'eus ket 50 a dud o chom enni.
Enez Paksos
kemmañ10 km hed dezhi, 2 km ledander war-dro peurvuiañ, ur gorread 19 km². 248 m an dosenn uhelañ.
An hanter eus an 3000 annezad a zo o chom e Gaios, ar pennlec'h er mervent anezhi. Dirak ar porzh bihan-se e weler div enezennig: Panaghia hag Agios Nikolaos.
Mojennoù
kemmañAn doue Poseidon eo en deus dispartiet Paksos diouzh Korfou gant e forc'h tridantek, evit karout e wreg Amfitrit en ur neizhig klet ha sioul.