Pedro, Dug Coimbra
Pedro (9 a viz Kerzu 1392 – 20 a viz Mae 1449), infant Portugal, kentañ Dug Coimbra, a oa ur priñs eus Tierniezh Avis, mab da João Iañ, roue Portugal, ha d'e bried Philippa of Lancaster. Entre 1439 ha 1448 e voe rejant Portugal evit e niz Afonso V.
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Rouantelezh Portugal |
Anv-bihan | Peter |
Titl noblañs | marc'heg, Duke of Coimbra, dug |
Deiziad ganedigezh | 9 Kzu 1392 |
Lec'h ganedigezh | Lisbon |
Deiziad ar marv | 20 Mae 1449 |
Lec'h ar marv | Alverca do Ribatejo |
Lec'h douaridigezh | Batalha Monastery |
Tad | João Iañ Portugal |
Mamm | Philippa of Lancaster |
Pried | Isabella of Urgell, Duchess of Coimbra |
Familh | House of Aviz |
Micher | skrivagner, troer |
Karg | Rejañs |
Statud sokial | royalty |
Relijion | Katoligiezh |
Brezel | Conquest of Ceuta |
Ezel eus | Order of the Dragon |
Prizioù resevet | knighthood, Order of the Garter |
Desket mat e voe en un amzer ma ne veze skoliet an dud uhel nemeur. En em glevout mat a rae gant e vreudeur Duarte Iañ ha João.
Beajiñ a eure en estrenvro, ma voe lesanvet "Infante das Sete partidas" ("infant ar seizh rannvro"). Gant an impalaer Sigismund Hungaria e voe anvet da Dug Treviso, ha da varc'heg Urzh an Ere-loer gant e eontr Herri IV (Bro-Saoz).
En 1415, e kemeras perzh gant e dad en aloubadeg Ceuta, hag anvet e voe da varc'heg en deiz war-lerc'h ma voe kemeret kêr, er voskeenn nevez kristenaet. Unan eus duged kentañ Portugal e voe.
Pa varvas e vreur Duarte Iañ en 1438, e voe anvet e vab Afonso da roue, met peogwir e oa bihanik e voe anvet e vamm intañvez, Leonor Aragon (rouanez Portugal), da rejantez hervez youl ar roue kozh. Nemet ne oa ket gwallgaret ar rejantez, ha skoazell ebet n'he devoa nemet hini Afonso, kont Barcelos, bastard da João Iañ. Bloaz goude e tivizas ar c'h-Cortes tennañ ar rejañs digant ar rouanez d'he reiñ da Pedro. Klask a reas Pedro digreskiñ galloud an tiegezhioù uhel, a oa evel rouantelezhioù er rouantelezh end-eeun, ha kreskiñ galloud ar roue diwar o c'houst.
Ar c'hont Alfonso de Barcelos, enebour personel Pedro, a oa deuet da vout eontr muiañ karet ar roue, ma c'hallas kreskiñ e c'halloud er vro. En 1442 e roas ar roue da Afonso an titl a dug Bragança. Gant an titl-se hag an douaroù stag outañ e teuas da vout galloudusañ den Portugal hag unan eus pinvidikañ tud Europa. Evit kreñvaat e bouez evel rejant e timezas Pedro e verc'h Isabel d'ar roue Alfonso V en 1445.
D'an 9 a viz Mezheven 1448 e teuas ar roue en oad da ren ervat, ma rankas Pedro daskor e c'halloud da Alfonso V. D'ar 15 a viz Gwengolo er bloaz-se e voe diskaret gant Alfonso V an holl lezennoù savet e-pad ar rejañs. Un toullad bloavezhioù goude, e tisklêrias ar roue, gant skoazell dug Bragança, brezel da Bedro.
Trec'het e voe dug Coimbra en emgann Alfarrobeira ha lazhet en emgann, d'an 20 a viz Mae 1449.