Duarte Iañ Portugal
(Adkaset eus Duarte Iañ)
Duarte Iañ Portugal (Viseu 1391 -1438), lesanvet o Eloquente ("an Helavar"), hag ar Roue prederour, a oa roue Portugal. Brezel a reas da Varoko. Mervel a reas gant ar vosenn.
Dimeziñ ha bugale
kemmañDimezet e oa da Leonor Aragon (1402-1455), 11 vloaz yaouankoc'h egetañ, ha nav bugel o doe :
- João de Portugal (1429-1433), marvet da 4 bloaz
- Filipa de Portugal (1428-1439), marvet da 11 vloaz e Lisboa gant ar vosenn (Ruy de Pina, cap. XLIV).
- Afonso V Portugal (1432-1481), roue Portugal war-lerc'h e dad,
- Maria de Portugal, ganet-marv e 1432
- Fernando de Portugal, Dug Viseu (1433-1470), tad d'ar roue Manuel Iañ Portugal
- Leonor Portugal (1434-1467), dimezet da Friedrich III an Impalaeriezh Santel
- Duarte de Portugal ganet ha marvet e 1435)
- Catarina de Portugal (1436-1463)
- Joana de Portugal (1439-1475), dimezet da Enrique IV Kastilha, ha mamm da Joana a Beltraneja pe a Excelente Senhora
Digant e bried-kleiz Joana Manoel de Vilhena, pe Joana Manuel, un dimezell a orin spagnol, en doe ur mab bastard:
- João Manoel (1420-1476), lean en urzh ar C'harmez, provincial da O, eskob Ceuta ha primad Afrika; anvet goude da eskob Guarda, ma edo o chom; daou vab en doe:
Goude marv Duarte
kemmañMervel a reas da 47 vloaz, gant ar vosenn. He fried Leonor a voe rejantez ken na voe o mab Afonso V, 6 vloaz neuze, en oad da ren, ha kement-se a lakaas kaoze er vro dre ma kave d'an dud e oa gouestoc'h an infanted (Pedro, Duque de Coimbra, Infante Henrique ha João, Infant Portugal) da ober al labour rejantiñ.