Leonor Aragon (rouanez Portugal)
Leonor de Aragón y Alburquerque (1402-1449), infantez Aragon, a oa rouanez kenseurtez Portugal.
Leonor Aragon
Rann eus | Infantes of Aragon |
---|---|
Reizh pe jener | plac'h |
Bro ar geodedouriezh | Kurunenn Aragon, Rouantelezh Portugal |
Anv-bihan | Eleonore |
Titl noblañs | Infante of Aragón, Queen Consort of Portugal |
Deiziad ganedigezh | 1 C'hwe 1402 |
Lec'h ganedigezh | Medina del Campo |
Deiziad ar marv | 19 C'hwe 1445 |
Lec'h ar marv | Toledo |
Lec'h douaridigezh | Batalha Monastery |
Tad | Ferdinant Iañ Aragon |
Mamm | Leonor Urraca Kastilha |
Pried | Duarte Iañ Portugal |
Bugel | Afonso V, Leonor Portugal, Catherine of Portugal, Fernando, Janed Portugal |
Familh | House of Trastámara |
Yezh vamm | portugaleg |
Yezhoù komzet pe skrivet | portugaleg |
Micher | rouanez kenseurt |
Karg | Queen Consort of Portugal |
Relijion | kristeniezh |
- Pajennoù disheñvelout Leonor Aragon ha Leonor Portugal zo ivez.
Merc'h e oa da Fernando Iañ Aragon (1380-1416) ha da Leonor de Albuquerque (1374-1435). Rouanez Portugal e teuas da vezañ goude dimeziñ, en 1428, da Duarte Iañ Portugal (1433-1438). E miz Kerzu 1439 avat e voe tennet ar garg diganti ha roet da Dom Pedro, eontr Afonso V. Mont a reas ar rouanez da Spagn ha mervel a reas en harlu e Toledo.
Bugale
kemmañNav bugel he deus bet:
- João de Portugal (1429-1433), marvet da 4 bloaz,
- Filipa de Portugal (1430-1439), marvet da 9 bloaz,
- Afonso V (1432-1481), roue Portugal war-lerc'h e dad
- Maria de Portugal, ganet marv e 1432;
- Fernando de Portugal, Dug Viseu (1433-1470), tad ar roue Manuel Iañ Portugal
- Leonor de Portugal (1434-1467), dimezet da Friedrich III an Impalaeriezh santel
- Duarte de Portugal, ganet marv e 1435)
- Catarina de Portugal (1436-1463)
- Joana de Portugal (1439-1475), dimezet da Herri IV Kastilha, mamm da Janed ar Beltraneja, an Excelente Senhora.