Penerv zo ur porzhig e kornôg kumun Damgan, e Bro-Gwened. E penn un erv traezhek emañ, ha setu moarvat orin e anv. En hanternoz emañ aber Penerv, er c'hreisteiz ar Meurvor Atlantel. Ur chapel zo dirak ar porzh, ur preti, hag un ostaleri darempredet gant an hañvourien ha tud war o leve, paot-mat eno e-pad ar mizioù tommañ.