Penmaen Dewi
Penmaen Dewi (St David's Head e saozneg) zo ur c'hab e mervent Kembre, e Sir Benfro. Lakaat a reer ar beg-douar-se da vezañ bevenn su Mor Iwerzhon[1].
Tost eo da gêr Tyddewi ha merkañ a ra ivez bevenn su Bae Ceredigion. Er c'hreisteiz d'ar beg-douar emañ traezhenn Porth Mawr ha, pelloc'h, Ynys Dewi. Pelloc'h c'hoazh emañ Bae Sain Ffraid. Perc'hennet eo ar beg-douar hag an douaroù tro-dro gant an National Trust.
Un toullad aspadennoù a ziskouez e oa annezet al lec'h pell-pell zo : rivinoù ur c'hreñvlec'h eus Oadvezh an Houarn, roudoù parkeier eus an Neolitik, taol-vaen Coetan Arthur[2].