Perig ar Meud zo ul levrig embannet gant Al Liamm e 1966, an niverenn 26 eus an dastumad « Levrioù ar vugale ». Er bajenn diwezhañ e oa skrivet " Pep gwir miret strizh gant Per Denez ha BIAS". Savet e oa bet ar skrid diwar ur skrid gallek, a greder, adstummet diwar unan eus kontadennoù alamanek ar vreudeur Grimm Der kleine Däumling, ha n’eo ket meneget tamm ebet.

Mesk ha divesk kemmañ

Arabat droukveskañ ar gontadenn-mañ gant an hini a gaver el levrig all, Istor Meudig, niverenn 6 en dastumad « Levrioù ar vugale ».

An anv kemmañ

Un anv ijinet gant Per Denez eo, diwar an anv Meudig, hag a zo ivez un anv-tiegezh brezhonek, hag a gaver e Geriadur Vallée, hag a glot gant Le Petit Poucet e galleg.

E-lec'h mirout an anv Meudig eta, a zo hini penntudenn kondadenn Charles Perrault, en deus kavet gwelloc'h ar skridaozer krouiñ un anv all hag a glot gant Thumbling ha Tom Thumb e saozneg, evit ober ar c'hemm etre kontadenn c'hallek Perrault, er XVIIvet kantved, ha hini alamanek ar vreudeur Grimm en XIXvet kantved.

Orin kemmañ

Div gontadenn zo e dastumad Kontadennoù Grimm:

  • Daumling (Meudig), niverenn 37, an hini a zo diazez embannadur Al Liamm
  • Daumerlings Wanderschaft (Beajoù Perig ar Meud), niverenn 45, damheñvel, hogen un toullad elfennoù nevez enni.

Klotañ a reont gant an doare 700 hervez renkadur Aarne-Thompson

Ar c'hontadennoù kemmañ

Daumling kemmañ

En istor kentañ, ur c'houer paour hag e bried a glask kaout ur bugel, na pa vije unan bihanik, emezo. Seizh miz goude setu ar wreg da c'henel ur mabig bihanik keit hag ur biz-meud.

Tom Thumb kemmañ

Div gontadenn Grimm zo bet staget e saozneg da grouiñ Tom Thumb gant an hevelep elfennoù. Diwar-se eo bet kresket, betek stagañ anezhi ouzh mojenn Arzhur!

Levrlennadur kemmañ

  • (en) Grimm Brothers. The Complete Grimm's Fairy Tales. New York: Pantheon Books, 1944. ISBN 0-394-49414-6. Skrid saoznek gant Margarate Hunt.

Pennadoù kar kemmañ

Liammoù diavaez kemmañ