Perinde ac cadaver zo ur bomm latin, hag a dalv kement hag evel ur c'horf marv.

Arouez Kompagnunezh Jezuz.

Skeudenn ar sentiñ eo mennad ar bomm-mañ, hini menec'h an dezerzh er IVe kantved a venne sentiñ ouzh youl Doue a-hed o buhez.

Istor kemmañ

Kemeret e voe al lavar-mañ da sturienn gant Ignacio de Loyola pa savas Kompagnunezh Jezuz, evit servij an Iliz ha sentiñ ouzh Doue.