Ignas Loyola
Ignacio de Loyola, pe Íñigo López de Loiola, pe Íñigo López de Recalde e spagnoleg, pe Eneko Oinaz Loiolako pe Ignazio Loiolakoa en euskareg, Sant Ignas Loyola e brezhoneg da gatoliked Breizh[1], pe Ignatius de Loyola en e skridoù latin, zo ur beleg euskarat ganet en Azpeitia, e Gipuzkoa, e 1491, ha marvet e Roma e 1556.
Ofiser en arme Spagn e oa bet a-raok treiñ war-du ar relijion. Sevel a reas Kompagnunezh Jezuz (SJ pe Societas Jesu e latin) da stourm ouzh ar rotestantiezh ha lakaet e voe da sant e 1622 gant ar pab Gregor XV[2]. Gantañ eo e voe troet ar Gompagnunezh war-du avielaat an Indez ha Sina.
Sant-paeron Euskal Herria eo, ha hini ar soudarded. Enoret e vez d'an 31 a viz Gouhere.
Buhez
kemmañEneko (Íñigo e kastilhaneg) a oa ganet e kastell Loyola e kumun Azpeitia, un 25 kilometr er mervent da gêr Zonostia]] e Gipuzkoa, en Euskal Herria. Dont a ra e anv "Iñigo" eus sant Enecus (Innicus), a oa abad Oña e Proviñs Burgos ; gant an anv Ignatius e reas pan eas da Roma da chom.
Íñigo López de Loyola e oa e anv hervez skridoù Kompagnunezh Jezuz, hogen a-wechoù e kaver ivez "Íñigo López de Recalde", a vije bet roet dre fazi gant un adskriver. Etre 1537 ha 1542 e kemmas e anv Íñigo en "Ignacio", evel ma lavare, « evit bout boutinoc'h d'ar broadoù arall » pe « evit bout hollvedeloc'h».[3]
Ignatius de Loyola eo an anv a skrive e latin. Íñigo e voe e anv en darn vrasañ eus e vuhez ; eñ an hini a gemmas en Ignacio, a zo Ignatius e latin. Amsklaer eo avat eo pegoulz e troas Íñigo da Ignacio. Pa droas ouzh ar relijion e sine De bondad pobre, Íñigo[4]. E 1537 e krogas da sinañ Ignatius. Diwar neuze e kavor an daou anv : Íñigoe spagnoleg, Ignacio e latín pe en italianeg. Adalek 1542 e oa echu gant Íñigo, ha ne voe implijet nemet ur wech ken, e 1546. Gant Ignacio hepken e reas a-hed pevarzek bloavezh diwezhañ e vuhez. Martezeet ez eus bet e oa dleet kemm e anv eus Íñigo da Ignacio abalamour da sant Ignas Antakya, met kement-se n'eo ket prouet.
Eus Ondarroa e oa e vamm, o chom en ti a zo anvet Torre Likona.
Bugaleaj
kemmañAn diwezhañ eus eizh bugel e dud e oa. E dad e oa Bertrán (Beltran Ibañez Oinazko en euskareg), aotroù Ofiaz ha Loyola, eus un tiegezh a noblañs uhel en tolead, hag e vamm e oa Marina Sáenz de Licona y Balda (Marina Saenz Likonako en euskareg). Mervel a reas e vamm prestik goude e c'hanedigezh. Desavet e voe gant María de Garín, pried ar gov[5]. Bevañ a rae e tolead Loyola eta, etre Azpeitia hag Azkoitia, gant e vreudeur ha c'hoarezed. N'ouzer netra eus e zeskadurezh, met soñjal a c'haller e voe desavet er relijion.
Splann e oa e blanedenn: micher an armoù, pe bezañ den a Iliz.
Yaouankiz
kemmañE 1507 e varvas e dad. Er bloaz-se en-eeun e c'houlennas Juan Velázquez de Cuéllar, Contador Mayor ("Teñzorer Meur") Kastilha, kas dezhañ ur mab da vezañ desavet en e di. Diviz a voe etre ar vreudeur ha kaset e voe an hini yaouankañ, Íñigo ; hag eñ da Arévalo, ma chomas betek 1517 da vihanañ.
Alies ez ae da Valladolid, ha tost e oa d'al lez, rak Kuzulier ar Roue (Consejero Real) e oa e warezour, ouzhpenn bezañ Contador Mayor rouanez Kastilha, Izabel.
Deskadurezh un denjentil a voe roet dezhañ, embreger an armoù dreist-holl a blije dezhañ. Pinvidik e oa levraoueg Arévalo, ha troet e oa gant al lenn, ha dizehan e labouras war ar skrivañ ivez.
E-pad dek vloaz e vevas el lez. Daremprediñ a reas ar briñsez Catalina, c'hoar da Carlos, kraouiet gant he mamm Janed Kastilha e Tordesillas[3].
E 1512 e voe aloubet Navarra gant armeoù Kastilha Fernando II, hag Iñigo a oa ofiser en armeoù-se. Neuze en em savas poblañs meur a gêr e Navarra, ha hini Pamplona ivez.
E 1516 e varvas Fernando II Aragon hag e vab-bihan Carlos a skrapas ar gurunenn digant e vamm Janed Kastilha, ha kaset kuit e voe Juan Velázquez de Cuéllar hag Iñigo war un dro er bloaz war-lerc'h, e 1517, ma varvas Juan. Kaset e voe Íñigo gant an intañvez, María de Velasco, da servij Antonio Manrique de Lara, dug Nájera, besroue Navarra. Hennezh a ziskouezas un tamm mat a furnezh hag a ampartiz o talañ ouzh emsavadeg Nájera e-kerzh Brezel kumuniezhioù Kastilha (1520–1522), hag e-pad tabutoù etre kêrioù Gipuzkoa.
E Pamplona e oa Iñigo e miz Mae 1521 pa deuas un armead c'hall ha navarrat eus Navarra Izel, renet gant Herri II Navarra ha skoazellet gant ar roue gall Frañsez Iañ, da glask skubañ an alouberien, hag enni e oa breudeur Francisco Javier. Stourm a reas e gwikadell Pamplona e penn e soudarded, pa oa ar C'hallaoued o lakaat seziz, ha pa seblante dibosubl derc'hel penn[6].
Gloazet e voe e-kerzh un arsailh, da Lun ar Pantekost an 20 a viz Mae 1521. Ur boled tennet gant ur c'hanol a dremenas etre e zivhar, unan a voe torret hag eben gloazet.
Kemeret e voe ar c'hastell d'an 23 pe d'ar 24. Neuze e voe graet war-dro e c'har ha kaset e voe da Loiola da bareañ. Hir e voe ar bareañs, poanius, rak adjuntet fall e oa an eskern. Adoberataet e voe ha troc'het e c'har. Gouzañv a reas ar boan evel ma oa dleet d'un denjentil eus e renk.
E-pad amzer e bareañs e lennas levrioù evel Buhez ar C'hrist
Ludolf von Sachsen[7] ha Flos Sanctorum Alonso de Villegas[8]. Echu gantañ o lenn ec'h adwelas e vuhez hag e varnas e oberoù evel soudard. Dont a reas c'hoant dezhañ da vont da birc'hirinañ da Jeruzalem. Ur weledigezh en doe, ma welas ar Werc'hez Vari hag ar Mabig Jezuz, ha diwar-se e troas ar soudard da lean. Fellout a reas dezhañ mont da avielañ an dud digristen a veve en Douar Santel.
E penn Kompagnunezh Jezuz
kemmañDibabet e voe da vezañ kentañ rener e urzh relijiel. Kas a reas e gompagnuned da visionerien dre Europa da sevel skolioù, kloerdioù, skolioù-uhel. Juan de Vega, a oa kannad Karl V e Roma, en em gavas eno gantañ. Pa voe anvet J. de Vega da vesroue Sikilia e tegasas jezuited gantañ. Ur skol-uhel a voe savet e Messina.
E 1548 e voe embannet e levr Exercitia Spriritualia, ha kaset e voe dirak an Ofis santel roman abalamour da se, met lezet e voe da vont.
Oberennoù
kemmañLennegezh
kemmañ- S. Ignacio de Loyola, fundador de la Compañia de Iesus: Poema Heroyco. Meurgan diwar-benn buhez ar sant gant Hernando Domínguez Camargo (1606–1659), barzh ha beleg kolombian.
Notennoù ha daveennoù
kemmañ- ↑ Buez ar Zent Y.-V. Perrot, 1911, Bue ar Zent, renket a-nevez gant E. ar Moal, 1912.
- ↑ Jésuites Province de France
- ↑ 3,0 ha3,1 Jean Lacouture, Jésuites – 1. Les conquérants, Seuil, 1991, ISBN 978-2-02-012213-9
- ↑ Nuria Martínez-Gayol Fernández, Gloria de dios en Ignacio de Loyola, Editorial Sal Terrae, 2005, ISBN 978-84-293-1602-5 {es}}
- ↑ W. Meissner S. J., Ignatius of Loyola – The Psychology of a Saint, Yale University Press, 1994, ISBN 978-0-300-06079-9 (en)
- ↑ Bixente Serrano Izko, Navarra – Las tramas de la historia, Nafarroa Oinez, 2008, ISBN 978-84-932845-9-6 (es)
- ↑ Ludolf de Saxe, La Grande vie de Jésus-Christ. Passion (Éd. 1891), Hachette Livre/BNF, 2013, ISBN 978-2-01-282975-6 (fr) ha Gallica (fr)
- ↑ Google Books (es) – Da ziwall zo : ul levr anvet Flos Sanctorum ivez a voe skrivet gant an Tad Pedro de Ribadeneyra hag embannet e Madrid e 1599 : gwelit Universidad de Navarra (es).
- ↑ Google Books (la)
- ↑ Google Books (en)
Liammoù diavaez
kemmañ- Skrid e vuhez e spagnoleg, dastumet gant an Tad Luis Gonçalves da Câmara, entre 1553 y 1555:
- Ar skrid e levraoueg niverel Lec'hienn Ministrerezh ar Sevenadur, en Uruguay.
- Ar skrid er wikimammenn;
- Diwar-benn Ignacio de Loyola
- Pedro Calderón de la Barca: Penitencia de San Ignacio, barzhoneg spagnolek e-barzh Wikimammenn.