Peter Bichsel
Peter Bichsel (ganet d'ar 24 a viz Meurzh 1935) zo ur skrivagner alamanek eus Suis.
Peter Bichsel | |
---|---|
Peter Bichsel e 2012 | |
Ganedigezh | 24 a viz Meurzh 1935 Luzern, Suis |
Broadelezh | Suis |
Micher | Skrivagner Kazetenner |
Resped | Abaoe 1960 |
Stil | Danevelloù berr |
Yezh | Alamaneg |
Oberennoù pennañ | |
• San Salvador (1963) • Eigentlich möchte Frau Blum den Milchmann kennenlernen (1964) • Ein Tisch ist ein Tisch (1995) | |
Genidik eo Peter Bichsel eus Luzern, e-kreiz Suis. Tremenet en deus e yaouankiz e Olten, e Kanton Solothurn. Mestr-skol e voe, betek 1968. Goude se e voe kuzulier Willy Ritschard, kannad e Kuzul Kevreadel Suis. Ha dont a reas da vezañ skrivagner leun-amzer goude 1972. Kelennet en deus un tamm ivez e skolioù-meur ar Stadoù Unanet. Met e-kichen Solothurn eo bet o chom bepred.
E skridoù kentañ a voe embannet gantañ e kazetennoù. Dont a reas da vezañ anavezet da vat gant Eigentlich möchte Frau Blum den Milchmann kennenlernen ("E gwirionez e plijfe d'an Itron Blum ober anaoudegezh gant paotr-al-laezh", 1964) ha gant Kindergeschichten ("Istorioù bugale", 1969). Troet eo bet e levrioù e meur a yezh.
Liammoù diavaez
kemmañ- Notenn diwar-benn P. Bichsel - Dictionnaire historique de la Suisse (fr) (de) (it)
- Skridoù gant P. Bichsel ha diwar e benn e katalog Helveticat Levraoueg Vroadel Suis (fr)