Peter Christen Asbjørnsen
Peter Christen Asbjørnsen (15 Genver 1812 – 6 Genver 1885) a oa ur skrivagner hag un dastumer kontadennoù eus Norvegia. Gant Jørgen Moe, ur mignon bras dezhañ, e tastumas kontadennoù pobl e kornaoueg hag e kreiz ar vro, hag a voe embannet dindan an titl Norske Folkeeventyr.
Ganet e voe Asbjørnsen e Christiana (Oslo) e 1812, en ur familh eus Otta. Studier e voe e skol-veur Christiana adalek 1833, met adalek 1832 e oa krog da zastum ha da lakaat dre skrid kontadennoù ha mojennoù. Graet en doa anaoudegezh gant Moe er skol, d'an oad a bevarzek vloaz, ha chom a rejont mignoned vras a-hed o buhez. E 1834 e klevas e oa Moe o tastum kontadennoù ivez. Keñveriañ a rejont frouezh o labour ha divizout labourat a-gevret hiviziken.
Studioù loenoniezh ha louzawouriezh en doa graet Asbjørnsen er skol-veur. Gant skoazell ar skol-veur e reas un toullad beajoù war aodoù Norvegia, dreist-holl en Hardangerfjord. Moe, e-keit-se, a oa stag da gelenn, goude studioù doueoniezh. War e amzer vak e veze o vale er menezioù hag o tastum kondadennoù enno.
E 1842–1843 e voe embannet o dastumad kontadennoù kentañ, anvet Norske Folkeeventyr. Degemeret mat e voe gant an dud, e Norvegia, ha pelloc'h. Un eil levr a voe embannet ganto e 1844 (Norske folke og huldre-eventyr), hag unan all c'hoazh e 1871. Troet e voe ar Folkeeventyr e saozneg, galleg, alamaneg. E 1845 e embannas Asbjørnsen e-unan ul levr all, anvet Huldre-Eventyr og Folkesagn.
War un dachenn all e labouras Asbjørnsen ivez : e 1856 e sachas evezh ar pennadurezhioù war an digoadañ e Norvegia, evit lakaat ar gouarnamant d'ober traoù. Anvet e voe da enseller ar c'hoadoù e proviñs Trondheim ha labourat a reas war an dachenn-se betek 1876, ar bloavezh ma'z eas e retred. Sevel a reas levrioù war labour ar c'hoadoù hag hini an taouarc'h ha beajiñ a reas e meur a vro eus Europa da welet penaos e veze graet er broioù all. Mervel a reas e Christiania e 1885 ha buan goude e varv e voe savet ur monumant en enor dezhañ er gêr-benn.