Pfalz-Zweibrücken
Pfalz-Zweibrücken zo unan eus stadoù kozh Alamagn hag an Impalaeriezh Santel Roman German. Zweibrücken (Daou bont) e oa ar gêr-benn.
Alberz
kemmañEtre 1182 ha 1190 e voe krouet Kontelezh Zweibrücken, a oa ur rann eus Kontelezh Saarbrücken.
En 1394, goude marv Eberhard, diwezhañ kont Zweibrücken eus lignez Saarbrücken, e tegouezhas ar gontelezh etre daouarn Dilenner Pfalz Rupert II eus Wittelsbach.
→ Evit an Istor a-raok 1394 sellout ouzh Kontelezh Zweibrücken
→ Evit an Istor a-raok 1444 sellout ouzh Kontelezh Veldenz
→ Evit an Istor goude 1444 sellout ouzh Pfalz-Simmern ha Zweibrücken
Pfalz-Zweibrücken a zeuas da vout ur briñselezh a-ziforc'h en 1444 pa voe rannet douar Pfalz-Simmern ha Zweibrücken gant ar c'hont Stefan, Count Palatine of Simmern-Zweibrücken etre e zaou vab. Gant ar yaouankañ, Ludwig Iañ, ec'h eas Kontelezh Zweibrücken ha Kontelezh Veldenz.
Dugelezh Pfalz-Zweibrücken a voe staget ouzh Bro-C'hall e 1801.
Goude Kendalc'h Vienna, en 1815, e tistroas gant an Dug diwezhañ, a oa roue Bavaria neuze, Masimilian Iañ Jozeb, hag eñ an hini a stagas douaroù eus Bavaria a oa war lez kleiz ar Roen da ober bro Pfalz, pe Rheinland-Pfalz .
Orin
kemmañE 1410 e oa bet krouet Pfalz-Simmern ha Zweibrücken evit Steven, Kont Pfalz-Simmern ha Zweibrücken, trede mab ar C'hont Rupert III.
Krouet e voe priñselezh Pfalz-Zweibrücken e 1444 ha kaset da benn e 1453 dre rannañ Pfalz-Simmern ha Zweibrücken
En 1444 e tegouezhas Kontelezh Veldenz gant Steven, war-lerc'h e dad-kaer, ar C'hont Frederick III von Veldenz. Evel-se e c'hallas rannañ e zouaroù etre e vibien, Frederig Iañ, Kont Pfalz-Simmern ha Ludwig Iañ.
En 1453 e tilezas Steven ar galloud hag e rannas ar vro etre e vibien. Da Frederig Iañ, ar mab henañ, e tegouezhas Kontelezh Sponheim hag an titl, Kont Sponheim; ouzhpenn-se e voe roet dezhañ hanternoz Priñselezh Pfalz-Simmern ha Zweibrücken. D'an eil, Ludwig Iañ, e voe roet Kontelezh Veldenz hag an titl, Kont Veldenz, diwar hêrezh e dad-kozh, ha kreisteiz Pfalz-Zweibrücken-Simmern.
Kresk
kemmañPa voe krouet Pfalz-Zweibrücken e 1444 ne oa nemet distrigoù Armsheim, Landsburg, Lauterecken, Burg Lichtenberg, Meisenheim ha Veldenz eus Kontelezh Veldenz. En 1459 e voe staget outi distrigoù Kastell Falkenburg, Guttenberg, Haßloch, Kirkel, Lambsheim, Oggersheim, Wachenheim, Wegelnburg ha Zweibrücken eus Pfalz-Simmern.
An douaroù e 1784
kemmañAn Amt a oa un distrig; an Oberamt a oa un distrig brasoc'h, rannet e meur a Unterämter.
- Oberamt Zweibrücken
- Oberamt Homburg (degouezhet e 1755 goude eskemm douar gant Nassau-Saarbrücken)
- Oberamt Lichtenberg e Kusel (e Kontelezh Veldenz a-gent)
- Oberamt Meisenheim (e Kontelezh Veldenz a-gent)
- Oberamt Trarbach, ennañ Imperial Kröv ( e Kontelezh Sponheim a-gent)
- Amt Allenbach (e Kontelezh Sponheim a-gent)
- Oberamt Kastellaun including the Vogtei of Senheim and 1/3 of the bailiwick of Veltheim ha Strümmich (originally part of the County of Sponheim)
- Oberamt Bergzabern including the Vogtei of Kleeburg, Annweiler am Trifels, Wegelnburg
- Amt Nohfelden
- Oberamt Guttenberg (acquired in 1768 in a territorial exchange with Electoral Palatinate)
- Amt Selz ha Hagenbach
- Aotrouniezh Bischwiller
Guttenberg, Seltz ha Hagenbach ha Bischwiller a oa French fiefs, ar re all a oa alaman.
Istor
kemmañXVvet kantved
kemmañE-kerzh e ren e kasas Ludwig Iañ meur a dabut ouzh e genderv Da gentañ eo e Meisenheim e oa ar kêr-benngêr-benn. En 1477 e oa Pfalz o lakaat bec'h war Meisenheim, ma voe ranket kas ar gêr-benn da Zweibrücken, ma chomas betek 1793.
XVIvet kantved
kemmañGoude marv Ludwig ne voe ket rannet an dugelezh. Hervez e destamant e tlee an Duged Alexander ha Kaspar ren en ur c'hevred. Alexander avat a embannas e oa klañv spered e vreur, a graouias anezhañ hag a renas an dugelezh e-unan. .
XVIIIvet kantved
kemmañE-pad ar Brezel Tregont Vloaz e voe aloubet an Dugelezh gant armeoù an Impalaeriezh Santel
XVIIIvet kantved
kemmañAn unaniezh personel gant Sveden a badas betek marv ar roue Karl XII e 1718. Divugel e oa roue Sveden, ha setu neuze e c'hoar Ulrika Eleonora ar Yaouankañ da rouanez Sveden war e lerc'h, ha Zweibrücken da vont gant e genderv, Gustav, Dug Zweibrücken.
Etre 1725 ha 1778 edo konted Pfalz o chom e Palez Zweibrücken; goude ez ejont da Garlsberg da chom, e-kichen Homburg, da ziskouez splann o youl da vezañ hêred Dugelezh Bavaria. Aloubet e voe ar gontelezh e 1792 gant armeoù ar C'hallaoued ha staget ouzh Bro-C'hall. E miz Du 1797 e voe lakaet an douaroù en departamant gall nevez-krouet Mont-Tonnerre, ha Mainz ar pennlec'h.
E 1799 e teuas diwezhañ Kont Pfalz-Zweibrücken, Masimilian Iañ Jozeb, da vezañ Dilenner Bavaria, evel Maximilian IV Joseph, hag ivez Dilenner Pfalz, evel Maximilian II Joseph.
E 1801 e voe sinet feuremglev Lunéville etre Bro-C'hall hag Aostria, hag anavezet stagidigezh ar gontelezh ouzh Bro-C'hall.
Doude marevezh Napoleon
kemmañXIXvet kantved
kemmañEn 1806 e teuas Maximilian Joseph da vezañ roue Bavaria, evel Maximilian I Joseph, ha ne voe Priñs-Dilenner ebet ken.
Goude Kendalc'h Vienna e tistroas Pfalz gant an Tiegezh Wittelsbach war-bouez Elzas a chomas gant Bro-C'hall. Maximilian Joseph neuze a unanas Zweibrücken gant e zouaroù all e Pfalz d'ober Rheinkreis.
Melestrerezh
kemmañEn dugelezh ne oa aozadur pe aotrouniezh ebet da vevenniñ galloud an Dug.