Ulrika Eleonora ar Yaouankañ

Ulrika Eleonora ar Yaouankañ (1688-1741), ganet ha marvet e Stockholm, a voe rouanez Sveden war-lerc'h he breur Karl XII .

Ulrika Eleonora ar Yaouankañ

He buhez

kemmañ

Merc'h e oa d'ar roue Karl XI ha d'ar rouanez Ulrika Eleonora av Danmark (1655-1693). Dimeziñ a reas en 1715 da Frederik, landgrav Hessen-Kassel.

Anvet e voe da rouanez en 1718 goude degemer bonreizh nevez ar vro a lakae fin d'an hollveliouriezh, a lakae harz da c'halloud ar roue rannet etre ar sened hag ar stadoù. Dilezel a reas he c'harg en 1720, lakaet e voe he fried da roue en he lec'h, hag anvet Fredrik Iañ Sveden. Evel-se e krogas marevezh ar frankiz, ma tiorroas an ekonomiezh hag ar sevenadur, ha ma tinerzhas galloud ar roue;

Mervel a reas Ulrika en 1741 gant ar vrec'h.