Philippe de Vitry
Philippe de Vitry, ganet e Pariz d'an 31 a viz Here 1291 ha marvet d'an 9 a viz Even 1361, e Pariz ivez, a oa ur sonaozour, un damkanour eus ar sonerezh hag ur barzh gall en deus krouet oberennoù e stumm sonerezh ar Grennamzer anvet ars nova. Savet en deus teoriennoù war ar sonerezh ha savet en deus barzhonegoù e-leizh. Sevenet kenañ e oa, nevezadenniñ a rae hag ur gwir levezon en doa war sonaozourien an amzer-hont.
Anavezet e oa evel ur soner eus ar c'hentañ renk en e amzer, evel m'en diskouez komzoù Petrarca a rae anezhañ : "... ar c'hlasker aketusañ ha birvidikañ eus ar wirionez, ur prederour ken bras eus hon oadvezh"[1]. Ar skrid sonerezh a-bouez Ars nova notandi (1322) a vez lakaet war e gont.
Soñjal a reer ez eus deuet nebeut a dra eus oberennoù Vitry. Daoust ma skrivas sonerezh disakr, ne chom nemet oberennoù relijiel ganeomp[2].
Buhez
kemmañNe ouezer ket kalz a dra diwar-benn e vuhez. Meneget eo e-barzh dielloù evel "Magister". Graet en dije e studioù e Skol-Veur Pariz. Brudet eo evit bezañ bet sekretour-meur ha kuzulier e lez Charlez IV, Philippe VI ha Jean II. Liammoù en doa kredapl-bras gant ar Vourboned ha dre-se eo bet e-karg eus meur a gêr evel Clermont, Beauvais ha Pariz. Servijet en dije ar pab Klemañs VI diazezet en Avignon. Ouzhpenn se eo bet kannadour ha soudard ivez, servijet en dije e sez Aiguillon e 1346. E 1351 e teuas da vezañ eskob Maux e Reter Pariz. Dre m'en doa postoù a-bouez en Iliz, ez-politikel hag ez-arzel, en doa kejet gant meur a zen brudet hag ampart war o zachenn evel Petrarca pe c'hoazh ar matematikour, filozofour ha teoriennour war ar sonerezh Nicole Oresme. Mervel a reas De Vitry e Pariz.