Pierre Cambronne
Ar beskont Pierre Jacques Étienne Cambronne, bet ganet d'ar 26 a viz Kerzu 1770 e Naoned hag aet d'an Anaon d'an 29 a viz Genver 1842 er memes kêr, a oa ur jeneral en Impalaeriezh C'hall Kentañ.
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Frañs |
Lealded | Kentañ Republik c'hall |
Anv e yezh-vamm an den | Pierre Cambronne |
Anv-bihan | Pierre |
Anv-familh | Cambronne |
Titl noblañs | baron |
Deiziad ganedigezh | 26 Kzu 1770 |
Lec'h ganedigezh | Naoned |
Deiziad ar marv | 29 Gen 1842 |
Lec'h ar marv | Naoned |
Lec'h douaridigezh | Miséricorde cemetery |
Yezh vamm | galleg |
Yezhoù komzet pe skrivet | galleg |
Micher | milour, politiker |
Tachenn labour | Brezelioù Napoleon |
Karg | Peer of France, Q65521982 |
Grad milourel | jeneral divizion, jeneral |
Brezel | Brezelioù an Dispac'h Gall, Brezelioù Napoleon |
Skour lu | Tirlu gall |
Diellaouet gant | Servij istorel an Difenn |
Prizioù resevet | Grand Officer of the Legion of Honour, names inscribed under the Arc de Triomphe |
Buhez
kemmañE dad, Pierre Charles Cambronne (1738-1784), a oa dimezet da Françoise-Adélaïde Druon, merc'h da Charles Druon, kuzulier ar roue, eus Noyon.
An tad-kozh, Louis-Marie Cambronne (1710-), kuzulier ar roue, a oa dimezet gant Marie-Antoinette (Anne) Reneuf.
Orinoù ar familh a zo da glask en Oise, e Cambronne-lès-Ribécourt (Compiègne, Ribécourt), er Grennamzer, penn kanton un domani aotrouniel ramzel.
Soudard
kemmañLakaet da vezañ kenwerzhour, kavout a ra gwell enrolañ e miz Gwengolo 1791, e kompagnunezh grenadennerien ar 1añ batailhon emouestlidi naonedat. Ar vatailhon a vez kaset da stourm e Vendée ha goude-se Saint-Domingue. Cambrone a vez dindan urzhioù Dumouriez e Belgia. E-pad an Eil chouanerezh, kemer a ra perzh en emgann Kilberen. Kalonek eo, buan e dizh ar renk a gabiten. Ur wech ar peoc'h e Vendée, bourzhiad eo evit ergerzhadeg Iwerzhon dindan urzhioù Hoche e 1796.