Pierre Duclos
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Pierre Duclos, bet ganet e Pereg er bloaz 1942 hag aet da Anaon e Pariz d'ar 17 a viz Ebrel 2015, hag eñ 73 vloaz, a oa ur c'helaouenner ha stourmer breizhat, ha bet unan eus krouerien ar gazetenn Le Canard de Nantes à Brest[1]. Beziet eo bet d'an 21 a viz Ebrel 2015 e Pereg (Il-ha-Gwilen).
E vuhez
kemmañGanet oa bet e Pereg (Piré-sur Seiche) e Bro-Roazhon. Kuitaat a reas ar skol da 14 vloaz evit labourat war atant e dud.
Emzeskad, e voe degemeret er CFJ (centre de formation des journalistes - kreizenn stummañ ar gelaouennerien) goude bezañ tremenet ar genstrivadeg evit an dud hep diplom.
Labourat a reas er gelaouenn La Croix hag e Le Monde.
Dont a reas da vezañ kelaouenner e Ouest-France e 1967.
E miz Genver 1977 e voe skarzhet eus Ouest-France gant François-Régis Hutin e-unan. Komzet e voe eus "l'affaire Duclos". Pemp devezh harz-labour a voe gant kelaouennerien Ouest-France en abeg da se. Sekretour kevrenn CFDT kelaouennerien Ouest-France e oa Pierre Duclos. Kontañ a ra Guy Delorme an traoù dre ar munud en e levr "François-Régis Hutin, le dernier empereur de Ouest-France" bet embannet gant Apogée e 2009.
Neuze e krouas Pierre Duclos "Le Canard de Nantes à Brest" gant un toullad tud all. Padout a reas ar gelaouenn betek 1982. Krouiñ a reas neuze ar sizhunieg Bretagne actuelle na badas nemet bloaz.
Labourat a reas e France 3 Bretagne a-raok dont da vezañ pennskridaozer kelaouenn sizhuniek kreiz ar CFDT Syndicalisme Hebdo e-pad daou vloaz. Echuet en deus e vuhez labour evel kelaouenner e France 3 Île-de-France.
Skrivet en deus meur a levr, en o zouez buhezskrid Édith Piaf asambles gant Georges Martin hag un enklask a-zivout ar veleien.
Levrioù
kemmañ- Les prêtres. Une génération raconte son métier, embannet gant Le Seuil, Pariz, 1983 (ISBN 2-02006-631-9)
- Les enfants de l'oubli. Du temps des orphelins à celui des DDASS; embannet gant Le Seuil, Pariz, 1989.
- Piaf, Pierre Duclos ha Georges Martin, embannet gant Le Seuil, Pariz, 1995.
Mammennoù
kemmañ- Pennad Ouest-France, pajenn Breizh, 20 a viz Ebrel 2015
- Lec'hienn "Club de la Presse" Roazhon
- "François-Régis Hutin, le dernier empereur de Ouest-France", Guy Delorme, Apogée, Roazhon, 2009 (ISBN 978-2-8498-340-5)
Liamm diavaez
kemmañ- Telegramme 18/04/2015 (pennad paeüs)
Notennoù ha daveennoù
kemmañ- ↑ Lakaet e oa bet er-maez eus Ouest-France, ha gant an digoll en doa bet en doa krouet e sizhunieg, e Gwengamp, bro e wreg neuze.