Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Ar pik-goulenn a zo un arouezenn boentaouiñ — ? — hag a dalv da verkañ dibenn ur frazenn c'houlenn.

  • e galleg :
    • a-raok ar pik-goulenn : un esaouenn voan[1]
      • e galleg Kebek : esaouenn ebet, pe esaouenn voan (peuzdizimplij)[2]
      • e galleg Suis : esaouenn ebet er fedoù[3]
    • war-lerc'h ar pik-goulenn : un esaouenn[4].
  • er yezhoù all eus kornaoueg Europa (saozneg[5], spagnoleg[6], alamaneg[7], nederlandeg[8], italianeg…) :
    • a-raok ar pik goulenn : esaouenn ebet
    • war-lerc'h ar pik-goulenn : un esaouenn.

Frazenn skouer hervez doare lizherennaouiñ galleg Bro-C'hall :
"E pe vloavezh 'ta, e 1783 pe e 1789, e oa ganet ma mamm-guñv[esaouenn]?[esaouenn]N'on ket gouest d'hel lavarout." (E Skeud Tour Bras Sant Jermen gant Yeun ar Gow, Al Liamm, 1978 p. 8).

Arouezennoù poentaouiñ all

kemmañ

Liamm diavaez

kemmañ

Notennoù ha daveennoù

kemmañ
  1. Lexique des règles typographiques en usage à l'imprimerie nationale, 1990, p.149.
  2. Office québécois de la langue française
  3. Gant an Association suisse des typographes eo erbedet ober gant un esaouenn voan, met ral-ral eo an implij-se [1]
  4. Lexique des règles typographiques en usage à l'imprimerie nationale, 1990, p.149.
  5. Lexique des règles typographiques en usage à l'imprimerie nationale, 1990, p.20.
  6. [2]
  7. [3]
  8. [4]