Pjetër Bogdani (Gur i Hasit, e-kichen Kukës, war-dro 1630 - Prishtina, 1689), anavezet en italianeg evel Pietro Bogdano, a oa ur skrivagner albanek hag a savas ar c'hentañ levr er yezh-se, Cuneus Prophetarum, e 1685.

Pjetër Bogdani (timbr eus 1989)

Eontr Pjetër, Andrea Bogdani (1600-1683), a oa arc'heskob katolik Skopje ha sevel a reas ur yezhadur eus an albaneg skrivet e latin, ha ne chom skouerenn ebet anezhañ hiziv. Desavet e voe Pjetër Bogdani e skolioù katolik e meur a lec'h (Bulgaria, Italia) ha beleget e voe. Anvet e voe da berson e parrez Pult e 1651. Adalek 1654 ez eas da Roma da beurstudiañ ar brederouriezh hag an doueoniezh. E 1656 e voe anvet da eskob Shkodra, ma chomas 21 bloaz.

E-pad ar Brezel etre an Impalaeriezh Otoman hag Aostria (1664-1669) e rankas mont da guzhat. E 1677 e teuas da vezañ arc'heskob Skopje, e-lec'h e eontr. Abalamour d'e gredenn ha d'e intampi da zifenn anezhi, e rankas mont en harlu, da Ragusa (Dubrovnik) da gentañ, ha goude-se da Venezia ha da Badova. E Padova e voe degemeret gant ar c'hardinal Gregorio Barbarigo (1622-1697), en doa anavezet e Roma diagent. Douget e oa ar c'hardinal Barbarigo da sevenadurioù broioù ar reter ha harp a roas da Pjetër Bogdani. E Padova e voe embannet eta, e 1685, Cuneus Prophetarum, ul levr prederouriezh ha doueoniezh savet gant Bogdani en albaneg hag e latin.

Distreiñ a reas Bogdani d'ar Balkanioù e miz Meurzh 1686 hag eno e chomas, o vroudañ an dud da stourm ouzh armeoù an [Impalaeriezh Otoman]], dreist-holl e Kosovo. Kemer a reas perzh er Brezel Turk Bras (1683-1699) etre Aostria hag an Durked : 6000 soudard albanat en em savas da reiñ skoaz da arme Aostria evit kemer Prizren. Eno e tapas Pjetër Bogdani ar vosenn, ha mervel a reas e miz Kerzu 1689 e Prishtina.