Pont Britannia zo ur pont etre Ynys Môn ha douar-bras Kembre dreist an Afon Menai.

Pont Britannia .
Unan eus ar pevar leon bras e pevar c'horn ar pont.

Pont Llanfair a reer anezhañ ivez e kembraeg, diwar anv kêriadenn Llanfairpwll, met krediñ a reer eo moranvet ar pont Pont Britannia diwar Carreg y Frydain, anv ur garreg ma sav kolonenn greiz ar pont warni.

Leoned

kemmañ

Pevar leon kizellet gant John Thomas, e maen-raz, zo bet lakaet e pevar c'horn ar pont. Gant ar barzh John Evans (18261888), bet ganet e Porthaethwy, eo bet skrivet ar rimadell-mañ diwar o fennoù :

Pedwar llew tew
Heb ddim blew
Dau 'rochr yma
A dau 'rochr drew

Pevar leon tev
Hep tamm blev
Daou er penn-mañ
Daou er penn all.

Notennoù

kemmañ