John Evans (Y Bardd Cocos)
John Evans, anavezet ivez evel Y Bardd Cocos (1826–1888), a oa ur barzh kembraek, ganet e Porthaethwy, en Enez Mon. Kokousa a rae war an traezh da c'hounit e damm boued ha sevel a rae tammoù rimadelloù, ha sede penaos e tapas al lesanv Y Bardd Cocos, barzh ar c'hokouz.
Ne oa ket an holl lorc'h e Londrez pa oa un tamm dindan e dog uhel. Ne oa ket bet er skol, hag anezhañ e-unan e rae 'Archfardd Cocysaidd Tywysogol' (arc'hvarzh kokouzel priñsel). En e arnodskrid 'Gwaith yr Awen Rydd a Chaeth' (labour an awen dieub ha kaezh') e tispleg ez eo 'gwaith yr archfardd yn waith caled, fel gwaith ceffyl, yn yr oes bresennol' (labour an arc'hvarzh ul labour kalet evel labour ur marc'h en amzer-vremañ) dre ma ne vez ket uhelbrizet e ganoù gant kalz a dud. Sed amañ e 'Gân Newydd ar Briodas y Prince of Wales' (kan nevez a-zivout eured Priñs Kembre):
|
Priñs Kembre zo nevez dimezet |
Leoned
kemmañAnavezet eo e rimadell diwar-benn ar pevar leon kizellet gant John Thomas e daou benn pont Britannia, savet etre Ynys Môn ha douar-bras Kembre dreist an Afon Menai.
|
Pevar leon tev |
Helebini
kemmañGwarizi a savas outañ e toleadoù all, e-barzh Elias Jones (Cocosfardd y De) da vihanañ, ha kavet e voe ar gerioù 'cocosfardd' 'cocoswaith' ha 'cocosaidd' er geriadurioù, hogen den ne voe par d'an Archfardd .
Skrivañ a reas zoken d'ar rouanez Victoria pa intañvezas da c'houlenn diganti addimeziñ dezhañ.
Notennoù
kemmañ- ↑ Daveenn marteze d'ar c'han saoznek Rule Britannia ma klever : Britannia rules the waves (Breizh-Veur a ren war an tonnoù).
- ↑ "Bardd Cocos": Ei Hanes, Ei Swydd, ynghyd a'i Weithiau Barddonol.
Levrlennadur
kemmañ- Alaw Ceris (Thomas Roberts), "Bardd Cocos": Ei Hanes, Ei Swydd, ynghyd a'i Weithiau Barddonol (Porthaethwy, 1923)