Menai
Ar Menai (Afon Menai e kembraeg), eo anv ar ganol-vor, 23 km hed ha bas an dour enni, a zo etre Enez Von (Anglesey e saozneg) ha Kembre e gwalarn ar vro. E kembraeg e vez graet ur stêr anezhi pa vez lavaret Afon Menai, da lavarout eo "Stêr Menai". E saozneg e vez lavaret Menai Straits, ha lakaet eo da strizh-mor.
Pontoù
kemmañDaou bont a zo da dreuziñ ar Menai, dirak Bangor:
- hini an hent-bras (hent meur A5) war ur pont-orjal graet en houarn, an hini kentañ a zo bet, savet gant Thomas Telford ha digoret e 1826
- Britannia Bridge savet e 1850 gant Robert Stephenson evit an hent-houarn. Koulskoude ne chom mui nemet ar pileroù pa oa bet devet an div varlenn e 1970, ar re-se erlec'hiet gant ur varlenn dir.
Douaroniezh
kemmañUn 3 km a ledander, pe nebeutoc'h, zo d'ar ganol, nemet e-tal an daou bont ma'z eo kalz strishoc'h, 200 m hepken. Kasennoù kreñv a vez degaset gant al lanv en daou benn d'ar vrec'h-vor ken eo dañjerus evit bagoù'zo, dreist-holl etre an daou bont abalamour d'ar c'harregennoù m'eo kaset ar bigi warno diwar an troennoù.
Tre er Mervent emañ Fort Belan, ur chreñvlec'h savet e diwezh an XVIIIvet kantved da vare Brezel Dizalc'hidigezh ar Stadoù-Unanet. Er biz emañ Caernarfon kostez an douar-bras, ur c'hastell-kreñv uhel ha ledan war ribl ar mor.
Inizi ar menai
kemmañA-hed ar Menai
kemmañSede al lec'hioù pennañ war lez ar Menai:
- Beaumaris
- Bangor
- Caernarfon
- Dwyran
- Y Felinheli, anvet Port Dinorwic e saozneg
En hanternoz d'ar Menai, en Enez Von, emañ kêriadenn Llanfairpwllgwyngyllgogerychwyrndrobwllllantysiliogogogoch.
Skeudennoù
kemmañ-
Ar Menai er c'hornôg d'ar Pont Britannia. Gwelout a reer ar monumant d'an amiral saoz Horatio Nelson
-
Ar Menai ha Pont Y Borth