Ur pennad Gored (kumun) zo ivez.

Ur gored[1] zo ur seurt stankell, pe ur skluz-pesked, savet war an aod da dapout pesked. Evel en ur c'havell bras pe un antell, e stankont an hent d'ar pesked a vez trapet e-barzh. Lod anezho a zo bet savet da vare ar Ragistor. Anavezet eo ar ger e lec'hanvadurezh Breizh koulz hag hini Kembre, Bro-Skoz ha Bro-Iwerzhon.

Aspadennoù ur gored eus ar Grennamzer, war un aod-traezh en Enez Mon.
Gored en un aber.
Gored amerindian gant Algonkined hervez John White, e 1585.

Breizh

kemmañ

Kavet e vez koredoù kozh e pep lec'h e Breizh. Stankoc'h int war vord ar mor, e-lec'h ma vez uhel an douar e keñver mor. Niverusoc'h int neuze en hanternoz, etre Lambaol-Blouarzhel ha Bae Menez Mikael e Normandi. Un neubeut deus outo a zo bet savet er stêrioù. Daoust ma vichent bet savet e mein-greun, kaset ha digaset int bet gant an houl a-dreuz an amzer. Dilec'hioù koredoù int toud. Ne ouezer ket re vad peseurt pesk a veze paket ganto, na pegement. Alies int bet savet harp ouzh ar reier. Unan hir a 120 metrad a zo e Landeda. War ar stêrioù, e stankont an hent d'ar zomoñ o tivroañ.

Skouer Santeg

kemmañ

E Santeg ez eus bet kavet 34 anezho, darn eus ar Ragistor, re all eus ar Grennamzer. Anvioù 'zo a zo bet adkavet : Gored Levran, Gored Kamm, ar Gored kozh, Gorbont Pekud, Gorbont Enez Rouz, Gorbont ar Staol.

Lec'hanvioù all

kemmañ

Kembre

kemmañ

Hervez mojenn Taliesin e oa bet lakaet war vor en ur c'havell gant e vamm, ha kavet en ur gored a oa da Gwyddno Garanhir war an aod etre ar stêr Dyfi hag Aberystwyth.

Goredoù a oa er Menai, evel en Ynys Gored Goch, pe hini Rhos Fynach ac'h eas en-dro betek ar brezel-bed kentañ.

Lec'hanvioù kembraek

kemmañ

Bro-C'hall

kemmañ

Kavet e vez goredoù en inizi Oléron, ha Noirmoutier. E hanternoz Bro-C'hall e veze savet koredoù e prenn hag ozilh.

Skeudennoù

kemmañ

Notennoù

kemmañ
  1. Gored, anv gourel hervez Geriadur istorel ar brezhoneg ; benel e lec'hanvioù zo e Bro-Leon. Ar furm "kored" a gaver ivez e lec'hiennoù. Gourel eo ar ger "cored" e kembraeg, peurliesañ, hervez a lenner e Geiriadur Prifysgol Cymru.