Port Numbay
Port Numbay eo anv orin kêr-benn Papoua ar C'hornaoueg, e bae Humbold. War-dro 200 000 a annezidi a oa e 2002.
Meur a anv ofisiel he deus bet:
- Hollandia etre 1910 ha 1962 pa oa ar vro e dalc'h an Izelvroioù;
- Hollandia/Kota Baru e 1962 pa oa bet lakaet ar vro dindan aotrouniezh ABU;
- Kota Baru ("kêr nevez") e 1963 pa oa bet aloubet ar vro ha staget ouzh Indonezia;
- Sukarnopura diwar anv Prezidant Indonezia Sukarno, buan a-walc'h war-lerc'h e 1963;
- Kota Jayapura pe Jayapura ent-berr eus 1968 betek 2010, un anv sañskritek, hag a dalvez kement ha "kêr an trec'h" (jaya trec'h, pura kêr, kota a dalvez kêr en indonezeg).
- Port Numbay abaoe miz Meurzh 2010 (Graet e veze betek neuze mui-ouzh-mui gant an anvadur-se, dreist-holl gant ar Bapoued).