Powell Peralta
Powell Peralta a zo un embregerezh plankennoù-ruilh amerikan krouet gant George Powell ha Stacy Peralta. E 1991 ez eas kuit Peralta, ha dont a reas an embregerezh da vezañ Powell Corporation.
Deiziad krouiñ | 1978 |
---|---|
Diazezer | Stacy Peralta |
Produ | plankenn-ruilh |
Lec'hienn ofisiel | http://powell-peralta.com/ |
Istor
kemmañGoude e studioù ijinour e Stanford University e krogas George Powell da sevel e blankennoù-ruilh e 1957. E 1974, e c’houlennas e vab digantañ kaout ur plankenn-ruilh. Klemm a reas ar mab pa verzas ne oa ket rodoù uretan ha neuze ec’h adstagas George Powell gant ar sevel plankennoù-ruilh. Implijout a reas danvezioù nevez evel an aluminiom hag ar wienn wer. E-touez an dud a arnodenne e blankennoù-ruilh e oa Stacy Peralta. Pa guitaas Powell Los Angeles ez eas d’en em staliañ e Santa Barbara (California), hag e kendalc’has da sevel plankennoù-ruilh. E 1976 e savas ar plankenn anvet Quicksilver ProSlalom, ha goude-se ar plankenn Quicktail. Kregiñ a reas ivez da sevel rodoù, anvet e voent Bones (eskern), dre ma oant gwenn. Er memes bloavezh e voe skarzhet eus e labour, neuze e ouestlas holl e amzer d’ar sevel plankennoù-ruilh. E 1978 en em vodas gant Stacy Peralta. Brudet e oa Peralta e bed ar plankennoù-ruilh, hag e karg e voe eus ar bruderezh hag eus merañ ar skipailh. E 1979 e kroujont ur skipailh skaterien anvet Bones Brigade. Diorroet e voe an embregerezh en un doare dibar, al logo dibabet a voe ur c’horf-eskern. Brudet e voe ivez a-drugarez d’ar rummad videoioù Bones Brigade (« Public Domain », « Propaganda »,...), hag a voe ul levezon evit ur bern skaterien d’ar mare-se. Er bloavezhioù 1980 e voe sikouret ur bern skaterien gant an embregerezh : Tony Hawk, Franky Hill, Steve Caballero, Steve Saiz ha Colin McKay da skouer. E dibenn ar bloavezhioù-se e voe krouet embregerezhioù plankennoù-ruilh nevez. Ur bern skaterien a guitaas Powell Peralta d’ar mare-se, pe evit mont gant un embregerezh all, pe evit krouiñ o embregerezh dezho. E dibenn 1991 ez eas kuit Stacy Peralta. An embregerezh a zeuas da vezañ Powell Corporation. Daoust d’an diaesterioù argant a zo bet e kendalc’h c’hoazh an embregerezh da vont hiziv an deiz. E 2005 en em strollas en-dro Powell ha Peralta, ha lakaat a rejont adembann ar plankennoù-ruilh brudetañ bet ijinet ganto.