Práxedis Guerrero
- Ur bajenn Práxedis G. Guerrero (disheñvelout) zo ivez.
Práxedis Gilberto Guerrero Hurtado (1882 – 1910) a oa ur c'hazetenner anarkour mec'hikan lazhet e Dispac'h Mec'hiko
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Mec'hiko |
Lealded | Mexicano Liberal Party |
Anv ganedigezh | José Práxedis Gilberto Guerrero Hurtado |
Anv-bihan | Práxedis, Gilberto |
Anv-familh | Guerrero |
Eil anv tiegezh en anvioù spagnolek | Hurtado |
Anv berr | Práxedis G. Guerrero, Práxedis Guerrero |
Deiziad ganedigezh | 28 Eos 1882 |
Lec'h ganedigezh | León, Guanajuato |
Deiziad ar marv | 30 Kzu 1910 |
Lec'h ar marv | Janos |
Yezhoù komzet pe skrivet | spagnoleg |
Strollad politikel | Mexicano Liberal Party |
Grad milourel | jeneral |
Brezel | Dispac'h Mec'hiko |
Ideologiezh politikel | anveliouriezh |
Statud e wirioù aozer | Ar gwirioù aozer ne dalvezont ket ken |
Dont a rae eus Los Altos de Ibarra, e San Felipe (Guanajuato) e-kichen León (Guanajuato) hag e dud a oa perc'henned un hacienda. E 1899 e skrivas e bennadoù kentañ e-barzh kazetennoù evel El Heraldo Comercial hag El Despertador. E 1901 e laboure en Diario del Hogar hag e lakas e anv en arme ma teuas da vout letanant.
E 1903 e oa krog da lenn kazetennoù a enebe ouzh an diktatour Porfirio Díaz, El Demófilo hag El hijo del Ahuizote, hag e reas anaoudegezh gant anarkourien hag a oa skrivagnerien. Pa glevas e oa bet an arme o tennañ war ur vanifestadeg e Monterrey (Nuevo León), e kuitaas an arme.
E 1904 e laboure e SUA, e Denver, Colorado, evel mengleuzier? E 1905 ez eas da San Francisco, California, ma embanne Alba Roja (" Gouloù-deiz Ruz ")