Priñselezh Nassau-Oranien
Priñselezh Nassau-Oranien, pe Oranien-Nassau, a oa ur briñselezh en Impalaeriezh santel roman german etre 1702 ha 1806, e dalc'h an Tiegezh Oranje-Nassau, a orin izelvroat.
En 1702 e varvas William III, roue Bro-Saoz, roue Skos, ha roue iwerzhon, ha priñs Oranje-Nassau, stathouder an Izelvroioù. Ur c'henderv dezhañ, Johan Willem Friso, priñs Nassau-Dietz, a voe legadet dezhañ un darn eus madoù "priñs Oranje".
Kresket e voe priñselezh Oranje gant stagidigezh douaroù all eus Nassau, goude marv priñsed dibennhêr all eus Tiegezh Nassau. En 1711 ne voe pennhêr ebet da skourr Nassau-Hadamar.
En 1815 e teuas ar priñs da vezañ Roue an Izelvroioù, ha dug-meur Luksembourg, dindan an anv a Willem Iañ an Izelvroioù.
Abaoe emañ an Tiegezh Oranje-Nassau bepred o ren.