Priñselezh Orange (diwar an anv gallek Orange), pe Principat d'Aurenja (diwar an anv okitanek Aurenja), a oa ur briñselezh dizalc'h, gronnet gant Comtat Venaissin, ha kêr Aurenja he c'hêrbenn, hag a zo aet d'ober un darn eus an departamant Vaucluse, en Bro-C'hall.

Priñselezh Orange
principality
Deiziad krouiñ1163 Kemmañ
Yezh ofisielgalleg Kemmañ
KevandirEuropa Kemmañ
Kêr-bennOrange Kemmañ
Daveennoù douaroniel44°8′24″N 4°48′36″E Kemmañ
Deiziad divodañ1713 Kemmañ
Map

Priñsed Orange

kemmañ

Brudet e voe an anv Gwilherm Orange gant ar romant Guillaume d'Orange, eus an IXvet kantved, pa voe kemeret kêr Aurenja, gant Guillaume Corb Noz, pe Gwilherm an Deol (752-812), dug Akitania.

Brudetañ priñs Orange eo Willem Iañ von Nassau, pe Willem van Oranje, lesanvet an Tavedeg. Er XVIvet kantved e reas emglev gant ar brotestanted c'hall, da goulz ar brezelioù relijion, pa gemeras penn an emsavadeg en Izelvroioù, a oa brasoc'hik eget rouantelezhioù an Izelvroioù ha Belgia a hiriv) a-enep da Felipe II, roue Spagn, a venne disteraat gwirioù ar broioù-se da stourm ouzh araokadennoù ar brotestantiezh.

Hiriv e vez graet priñsez Orange eus Catharina-Amalia an Izelvroioù, eus an tiegezh Oranje-Nassau.

Ar briñselezh

kemmañ
 
Kartenn eus ar briñselezh e deroù ar XVIIvet kantved, diwar Atlas 1627, gant Willem Blaeu[1]. Le Nord est en bas.
 
Diwar rann 121 kartenne Cassini, ma weler (en melen) enklozadurioù Priñselezh Orange en Daofine-Izel, en glas an enklozadurioù e provañ, hag en ruz ar re zo e Comtat Venaissin.

Ur 180 km2 a oa dindani, 19 km hed ha 15 km led, adal ar stêr Ron betek an Dentelles de Montmirail. Douaroù all a oa e-kreiz Daofinez.

Enni e oa ar c'humuniezhioù-mañ :

Notennoù

kemmañ