Willem Iañ van Nassau

Willem Iañ van Nassau, pe Willem van Oranje (1533-1584), lesanvet an Tavedeg, zo ur priñs izelvroat eus ar XVIvet kantved.

Willem Iañ van Nassau

Emglev a reas gant ar brotestanted c'hall, da goulz ar brezelioù relijion, pa gemeras penn an emsavadeg en Izelvroioù, a oa brasoc'hik eget rouantelezhioù an Izelvroioù ha Belgia a hiriv) a-enep da Felipe II, roue Spagn, a venne disteraat gwirioù ar broioù-se da stourm ouzh araokadennoù ar brotestantiezh.

Euredoù ha bugale

kemmañ

1551 : dimezet da Anne d'Egmont (1533-1558)

kemmañ

E 1551 e timezas Willem d'ar gontez Anne d'Egmont (1533 – 1558), merc'h pennhêrez d'ar c'hont Maximilien d'Egmont, kont Buren ha Leerdam. Tri bugel o doe

1561 : dimezet da Anna von Sachsen (1544-1577)

kemmañ

Goude intañvet en 1558 e timezas Willem e 1561 da Anna von Sachsen (1544-1577), merc'h da Priñs-dilenner Maurits von Sachsen (1521-1553).

Pemp bugel o doe :

Torret e voe o eured en 1574, ha distreiñ a reas Anna d'he bro.

Poltredaoueg

kemmañ

1575 : dimezet da Charlotte de Montpensier (1547-1582)

kemmañ

E 1575 ec'h addimezas Willem da Charlotte de Montpensier (1547 – 1582), merc'h da Louis III de Montpensier, dug Montpensier

C'hwec'h bugel o doe:

1583 : dimezet da Louise de Coligny (1555-1620)

kemmañ

En 1583 ec'h addimezas Willem da Louise de Coligny (1555 – 1620), merc'h d'an amiral gall Gaspard II de Coligny, intañvez Charles de Téligny, hag ur mab o doe :

Peder gwreg Willem I van Nassau

kemmañ