Priz Ig Nobel

Priz Ig Nobel zo ur priz fent roet bep bloaz abaoe 1991 da zek sevenidigezh en enklask skiantel. Ar pal eo enoriñ sevenidigezhioù a laka an dud da c’hoarzhin, ha war-lerc’h, a laka anezho da soñjal. Ur c’hoari-gerioù eo an anv, etre ar Priz Nobel hag ar ger saoznek ignoble, gant ar ster n’eo ket nobl.

E 2000 eo aet Priz Ig Nobel ar Fizik gant Andre Geim, eus skol-veur Nijmegen, ha Michael Berry, eus skol-veur Bristol, evit levitañ gwarellel ur ran vev. Aet e oa Priz Nobel ar Fizik gant Andre Geim e 2010[1].

Aozet eo ar Priz gant ar gelaouenn skiantel fent Annals of Improbable Resarch ("Bloazdanevelloù an Enklask Diwirheñvel"), ha deroet e vez gant tud o deus bet ur Priz Nobel e-kerzh ul lid en Teatr Sanders, e skol-veur Harvard. Kas a ra ar gounezer ur gentel er Massachusetts Institute of Technology[2].

Krouet e oa bet ar Priz Ig Nobel e 1991 gant Marc Abrahams, unan eus diazezerien ar Journal of Irreproducible Results ("Kazetenn an Disoc’hoù Dieiladus"), ha gantañ e oa bet renet al lidoù bewech. Er bloavezhioù kentañ e oa roet ar prizioù evit dizoloadennoù n’hallont ket, pe ne zlefent ket, bezañ eilet. Deroet e vez dek priz bep bloaz e meur a rummad, re ar Nobelioù en o zouesk evel fizik, kimiezh, medisinerezh, lennegezh ha peoc’h, ha re all ivez, evel yec’hed foran, ijinouriezh, pe bevoniezh.

A-wechoù e vez roet ur priz evit ober goap, evel pa voe deroet daou briz da enklaskoù a-zivout an homeopaterezh, prizioù e « deskadurezh sokial » da velestradurezh an Deskadurezh e stadoù Kansas ha Colorado evit o emzalc’h e-keñver an emdroadur, hag ar priz deroet da Social Text evit bezañ embannet ur pennad hep penn na lost skrivet a-ratozh gant ar fizikour stadunanat Alan Sokal. Peurliesañ avat e sachont an evezh war pennadoù skiantel a zo arvezioù fentus pe dic’hortoz dezho, da skouer ar gavadenn ez eus gant an toulloù du kement tra a zo ret evit bezañ lec’h an Ifern, pe studi efed ar galedigezh war chañsoù gouennadañ ar c’hruged.

D'ar fizikour izelvroat-ha-breizhveuriat Sir Andre Geim eo aet ar priz Ig Nobel e 2000, evit bezañ lakaet ur ran vev da levitañ dre warellerezh, hag ur priz Nobel e fizik e 2010 evit e labour a-zivout perzhioù elektromagnetek ar grafen[3].

Liammoù diavaezAozañ

DaveoùAozañ

  1. (en) Geim becomes first Nobel & Ig Nobel winner. Improbable.com (5 Here 2010).
  2. (en) Abrahams, Marc (12 Gwengolo 2012). The Greatest Hits of Weird Science: What the Oscars could learn from the Ig Nobel Prize ceremony. Slate.
  3. (en) Overbye, Dennis (5 Here 2010). Physics Nobel Honors Work on Ultra-Thin Carbon. The New York Times.