Priz al lizhiri nederlandek
Priz al lizhiri nederlandek (nederlandeg : Prijs der Nederlandse Letteren) eo ar priz lennegezh brudetañ a vez roet en Izelvroioù hag e Kumuniezh flandrezek Belgia. Abaoe 1956 e voe roet bep tri bloaz en anv Nederlandse Taalunie (Unvaniezh an nederlandeg). A bep eil e vez roet gant ar roue pe ar rouanez, en Izelvroioù pe e Belgia. Abaoe 2005 e c'hall skrivagnerien Surinam gounit ivez. Er juri e kaver tri Nederlandad, tri Belgiad hag ur Surinamad. Bewech ez eo aet ar priz gant un Nederlandad abaoe 2001.
E 2007 e voe gounezet ar priz gant Jeroen Brouwers. E zegemer a reas met pa ouezas e tapfe 16 000€ e nac'has anezhañ, rak re izel e kave ar sammad. Abaoe 2009 ez eo 40 000€ a roer d'an hini a dap kaout ar priz.
Loreidi
kemmañ- 1956 : Herman Teirlinck
- 1959 : Adriaan Roland Holst
- 1962 : Stijn Streuvels
- 1965 : J.C. Bloem
- 1968 : Gerard Walschap
- 1971 : Simon Vestdijk
- 1974 : Marnix Gijsen
- 1977 : Willem Frederik Hermans
- 1980 : Maurice Gilliams
- 1983 : Lucebert
- 1986 : Hugo Claus
- 1989 : Gerrit Kouwenaar
- 1992 : Christine D'haen
- 1995 : Harry Mulisch
- 1998 : Paul de Wispelaere
- 2001 : Gerard Reve
- 2004 : Hella S. Haasse
- 2007 : Jeroen Brouwers
- 2009 : Cees Nooteboom
Liamm diavaez
kemmañPorched an Izelvroioù – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn d'an Izelvroioù. |