Professeur Choron

skrivagner hag fentigellour gallek

Georget Léon Bernier, lesanvet professeur Choron, ganet e La Neuville-aux-Bois (Marne, Bro-C'hall) e 1929, ha marvet e Pariz e 2005, a oa ur skrivagner, kazetenner, fentigellour, embanner, pennrener ar gelaouen Hara-Kiri ha zoken kaner gall. Kemeret en deus perzh e krouidigezh Hara-Kiri ha Charlie Hebdo. Dont a ra e anv leurenn pe lesanv eus ar straed Choron, ma oa lec’hiet kentañ burevioù Hara-Kiri.

Professeur Choron
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhFrañs Kemmañ
Anv ganedigezhGeorget Léon Bernier Kemmañ
Anv-bihanGeorges Kemmañ
Anv-familhBernier Kemmañ
Deiziad ganedigezh21 Gwe 1929 Kemmañ
Lec'h ganedigezhLa Neuville-aux-Bois Kemmañ
Deiziad ar marv10 Gen 2005 Kemmañ
Lec'h ar marv15vet arondisamant Pariz, Pariz Kemmañ
Doare mervelabeg naturel Kemmañ
Abeg ar marvkleñved Kemmañ
Lec'h douaridigezhbered Montparnasse Kemmañ
PriedOdile Vaudelle Kemmañ
BugelMichèle Bernier Kemmañ
Yezh vammgalleg Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetgalleg Kemmañ
Tachenn labourkazetennerezh, satirical magazine, flemmskrid, French prose literature Kemmañ
ImplijerCharlie Hebdo, Hara-Kiri, Grodada, Q3579667, Charlie Mensuel Kemmañ
Deroù ar prantad labour1960 Kemmañ
Dibenn ar prantad labour2004 Kemmañ
Benveg sonerezhmouezh Kemmañ

Koll a reas e dad da unnek vloaz. Dont a rae Choron eus un tiegezh poblek, gward-kloued oa e vamm en Aubréville (Meuse). Da unnek vloaz en doa tapet ar sertifikad, da lâret eo tri bloaz yaouankoc’h evit ar geidenn. N’en doa ket graet kalzig a studioù, hag e stagas gant micherioù bihan, a-raok emellout en 28vet batailhon trevadennel ar c’hommando harzlammerien, renet gant ar c’homandant Bigeard ha mont da Indezsina. Distroet da Vro-C'hall, tapet gantañ an dorzhellegezh, e kendalc’has da labourat gant an arme (bagadoù aerborzhioù), kent distreiñ d’ar vuhez disoudard.

Oberennoù

kemmañ

Hara-Kiri hag an ti-embann du square

kemmañ

E 1960 en doa savet Hara-Kiri gant François Cavanna ha Fred, ma chomo stag e anv ouzh re an dresourien Topor, Reiser, Gébé, Wolinski ha Cabu. Dilojet e voe ar burevioù eus ar straed Choron d’ar straed Montholon evit en em staliañ en ti-embann le Square. Asantiñ a reas Professeur Choron bezañ « rener », merour, hogen ar garg skrivagner a sevenas kemend-all. Bruderezhioù faos a grouas ivez, pe foto-didroc’hañ, skrivañ a reas pennadoù, hag e veze gwelet er romantoù-foto. C’hoari a rae e dudenn er rannoù « Jeux de cons » pe « Fiches-bricolages ». Tremen a rae war abadennoù Jean-Christophe Averty, e-barzh Les Raisins verts.

Krouet e voe Hara-Kiri hebdo gant skipailh Hara-Kiri, a zeuas da vezañ a-barzh nemeur L’Hebdo Hara-Kiri. Goude ma voe skignet an titl brudet e 1970 « Bal tragique à Colombey : un mort », a rae dave da varv ar jeneral de Gaulle, hag a rae dave ivez d’un toull-noz, lec’hiet er 5-7 e Saint-Laurent-du-Pont ma oa bet lazhet 146 a dud (hag a oa bet meneget gant L’Hebdo Hara-Kiri dindan an titl « Le bal continue pendant les travaux »), e voe difennet an titl-se. Mennout a rae Choron hag e skipailh tremen en tu-hont d’ar berz-se ha sevel ur gazetenn all, adc’henel a reas neuze L’Hebdo Hara-Kiri dindan un anv all : Charlie Hebdo.