Ar Punisher (Francis "Frank" Castle, ganet Castiglione) zo un dudenn ijinet evit ar c'homics stadunanat embannet gant Marvel Comics. An dudenn a oa bet krouet gant ar skrivagner Gerry Conway hag an arzourien John Romita Sr. ha Ross Andru. An anv a zo bet krouet gant an embanner Stan Lee. The Punisher a oa bet gwelet evit ar wech kentañ er c'homics The Amazing Spider-Man #129 (embannet e miz C'hwevrer 1974).

Cosplay eus ar Punisher

An dudenn a zo a orin italian-stadunanat doare vigilante a implij ar muntr, ar skrapañ tud, feulster garv, laerezh arc'hant ha jahinerezh evit dont a-benn da drec'hiñ e enebourien. Lazhet eo bet e familh gant gangsterien dre ma oant bet test eus ur muntr e Central Park New York. Ar Punisher a zo kroget neuze gant ur brezel e-unan a-enep ar gangoù hag an dorfedourien. E vrezel a zo unan garv, ar pal a zo lazhadegañ an dud fallakr. Ar re gentañ o vezañ lazhet a oa bet muntrerien e familh. Dre ma oa bet ur soudard hag ur mailh-tenner en United States Marine Corps, Castle a zo gourdonet mat war ar stourm dorn-ha-dorn, ar brezel guerrilla hag an tennañ a-bell.

Doareoù feuls ar Punisher ha ken aes eo dezhañ lazhañ tud ma vez graet anezhañ un enep-haroz. E fin ar bloavezhioù 1980, ar Punisher a oa un dudenn eus ar wagenn enep-harozed gant kudennoù psikologel lies ha don. Pa oa en e varr, an dudenn a oa tu da welet e pevar embannadur viziek:

  1. The Punisher
  2. The Punisher War Journal
  3. The Punisher War Zone
  4. The Punisher Armory

En desped da vezañ feuls ha du, ar Punisher a oa bet adkemeret war ar skinwel, adkavet e oa bet evel tudenn a-eil e Spider-Man: The Animated Series, ha The Super Hero Squad Show. E doareoù feuls taer a oa bet izelaet dre ma oa abadennoù evit familhoù. Filmoù a zo bet savet gant Dolph Lundgren o c'hoari ar Punisher e 1989, Thomas Jane e 2004, Ray Stevenson e 2008. Jon Bernthal a c'hoari an dudenn en eil koulzad ar stirad skinwel gant Marvel Daredevil. Bernthal en deus adkemeret roll ar Punisher, en ur stirad skinwel gant ar memes anv "The Punisher".

Krouidigezh kemmañ

Ar Punisher zo bet krouet gant skrivagner The Amazing Spider-Man er mare-se, Gerry Conway. Awenet e oa bet an dudenn nevez gant The Executioner, un heuliad romantoù gant berzh bras krouet gant Don Pendleton. Er romantoù-se, un ez soudard eus Brezel Vietnam, Mack Bolan, a dro d'ur serial killer a-enep an dorfedourien goude ma vefe bet lazhet e familh gant tud eus ar Mafia.

Conway en devoa displeget e awen en un atersadenn eus 1987: "I was fascinated by the Don Pendleton Executioner character, which was fairly popular at the time, and I wanted to do something that was inspired by that, although not to my mind a copy of it. And while I was doing the Jackal storyline, the opportunity came for a character who would be used by the Jackal to make Spider-Man’s life miserable. The Punisher seemed to fit."[1]

Notennoù ha daveennoù kemmañ