Quotidien (abadenn skinwel)

Quotidien zo un abadenn skinwel c'hall keleier-dudi pemdeziek skignet abaoe an 12 a viz Gwengolo 2016 war ar chadenn TMC. An abadenn a vez kinniget gant Yann Barthès ha produet gant Bangumi, un embregerezh krouet gantañ ha gant Laurent Bon.

Quotidien (abadenn skinwel)
abadenn skinwel
Tachennkeleier-dudi Kemmañ
Krouet gantYann Barthès Kemmañ
Kinniger pe kinnigerezhYann Barthès Kemmañ
Skigner orinTMC Kemmañ
Broadcast byTMC, TF1 Kemmañ
Bro orinFrañs Kemmañ
Yezh orin ar film pe an abadenn skinwelgalleg Kemmañ
Deiziad kregiñ12 Gwe 2016 Kemmañ
Deiziad embann12 Gwe 2016 Kemmañ
SevenerPatrick Cassir Kemmañ
ProduerLaurent Bon, Yann Barthès Kemmañ
Embregerezh produiñBangumi Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttps://www.tf1.fr/tmc/quotidien-avec-yann-barthes Kemmañ
HashtagQuotidien Kemmañ

An abadenn a zo savet gant meur a gronikenn ha kelaouadenn savet gant skipailh ar gronikerien ha kazetennerien a zo tro-dro Yann Barthès. Bemdez e vez degemeret tud brudet hag a vez kaoz anezho er c'heleier: gouizieien, politikerien, kanerien, aktourien eus Bro-C'hall pe an estrenvro.

Doare abadenn

kemmañ

An abadenn a glask kaout ur programm « hype ha mainstream », setu penaos e vez Quotidien o tegemer arzourien c'hall lies (evel Indochine, Sylvie Vartan, Jamel Debbouze) pe reoù eus an estrenvro (Katy Perry, Fergie, Harry Styles, Lily-Rose Depp, Steven Spielberg, Martin Scorsese pe James Cameron c'hoazh).

Kudennoù aergelc'h labour

kemmañ

E miz Gengolo 2024, Télérama a embann ur pennad o lakaat ar gaoz war aergelc'h labour implijidi en embregerezh Bangumi o labourat evit an abadenn. Hervez testenioù lies eo diaes labourat eno, gouzañv a reer, hep ar gwir d'ober harz-labour ha gant tamalloù harellerezh ivez[1] [2].

Notennoù ha daveennoù

kemmañ