Qusay Saddam Husain al-Tikriti (arabeg:قصي صدام حسين‎‎), ganet d'ar 17 a viz Mae 1966 ha marvet d'an 22 a viz Gouhere 2003, a oa eil mab an diktatour irakian Saddam Hussein. Anvet e oa bet da gemer ar galloud war-lerc'h e dad er bloavezh 2000.

Kusay Hussein

Marv kemmañ

 
An ti goude an dagadenn stadunanat.

D'an 22 a viz Gouhere 2003 e-pad an abardaez, soudarded eus ar 101st Airborne, harpet gant nerzhioù ispisial Stadoù-Unanet Amerika a lazhas Qusay, e vab oadet a 14 vloaz Mustapha, gant e vreur henañ Oudai Husain, e-pad tagadenn un ti e norzh kêr Mosoul. Ur bagad soudarded eus an nerzhioù ispisial stadunanat a glaskas tostaat d'an ti evit herzel an annezidi. Tennet e voe warno ha rediet e voent da gilañ. Goulennet e voe ganto nerzhioù harp. War-dro 40 soudard eus ar 101st Airborne Division, 8 ezel eus an Task Force 121 a erruas. Goude ma vefe bet gloazet soudarded an Task Force 121 e voe tennet war an ti gant ur misil TOW, bannerien greunadennoù emgefreek Mk 19, mindrailherezioù ponner M2 Browning hag armoù lijer. Goude peder eurvezh tennoù (an oberiadur a-bezh a badas 6 eurvezh en holl), ar soudarded a zeuas tre en ti ha kavet e voe korfoù an daou vreur gant hini o difenner.