RSSE Krimea
Ur Republik Soviedel e oa Republik Soviedel Sokialour Emren (RSSE) Krimea (tatareg Krimea a-vremañ Qırım Muhtar Sotsialist Sovet Cumhuriyeti; anv ofisiel e tatareg Krimea a-gozh hervez reolennoù al lizherenneg turkek unvan: Qrьm Avonomjalь Sotsialist Sovet Respublikasь; ruseg: Крымская Автономная Советская Социалистическая Республика) bet savet evel ur rann eus RSKS Rusia d'an 18 a viz Here 1921 hag aet da get d'an 30 a viz Gouere 1945 pa voe troet en Oblast Krimea enbarzhiet e RSKS Rusia, bet laket dindan beli RSS Ukrania e 1954.
Div yezh ofisiel a oa eno: ar ruseg ha tatareg Krimea.
Adsavet e oa bet adarre an emrenelezh e 1991 evel ur rann eus Ukraina, anvet bremañ "Republik Emren Krimea".