Republik Soviedel
An termen Republik Soviedel a ra dave da n'eus forzh pesuert republik ma ren warni ur C'huzul Soviedel, da lâret eo Kuzul al Labourerion. Lieseurt a-walc'h eo bet seurt Republikoù Soviedel a-hed ar wech, da skouer:
- Holl Republikoù an Unaniezh Soviedel.
- Rusia Bolchevikour ha RSKS Rusia goude Dispac'h Rusia 1917 hag a-hed Brezel Diabarzh Rusia.
- Meur a Republik Soviedel berrbad bet savet e hanterenn gentañ an XXvet kantved dindan levezon Dispac'h Rusia:
- Republik Soviedel Naissaar, war un enezenn er Mor Baltel (1917-1918)
- Republik Sokialour Labourerion Finland (Miz Genver 1918-Miz Ebrel 1918) e Su Finland.
- Kuzulioù ar Soudarded hag al Labourerion (Arbeiter- und Soldatenräte) savet en Alamagn a-bezh, o kregiñ gant hini Kiel, da geñver Dispac'h Alamagn e Miz Du 1918, en o zouez Republik Soviedel Elzas (an 8-22 a viz Du 1918).
- Republik Soviedel Slovakia (1918-1919)
- Republik Soviedel Hungaria (1919)
- Soviedad Luimneach (April 15-27 1919)
- Republik Soviedel Munich (1919)
- Republik Soviedel Sokialour Galitsia (an 9 a viz Mezheven 1920 - an 21 a viz Gwengolo 1920.
- Republik Soviedel Sokialour Persia, Miz Gouere 1920 - Miz Gwengolo 1921)
- Republik Poblel Mongolia (1924-1992
- Soviedad Hunan (war-dro 1927)
- Republik Soviedel Sina (1931-1934)
- Doare gouarmanat URSS hag ar Republikoù Soviedel all.