Republik Soviedel Slovakia
Ur Republik Soviedel verrbad e oa Republik Soviedel Slovakia (e slovakeg: Slovenská republika rád, da lâret eo "Republik Slovakek ar C'huzulioù", rak savet e oa bet a-raok na oa deuet ar ger rusek "sovied" da vezañ anavezet-mat e slovakeg). Savet e oa bet e su ha reter Slovakia d'ar 16 a viz Mezheven ha mont a reas da get d'ar 7 a viz Gouere 1919, gant ar c'helaouenner tchek Antonín Janoušek ouzh he fenn ha gant he c'hêr-benn e Prešov.
Deiziad krouiñ | 16 Mez 1919 |
---|---|
Anv er yezh a orin | Slovenská republika rád |
Yezh ofisiel | slovakeg, hungareg |
Kan broadel | Kan Etrebroadel al Labourerien |
Ger-stur | Workers of the world, unite! |
Testenn ar ger-stur | Proletari caleho šveta, spojce še! |
Kevandir | Europa |
Stad | Slovakia |
Kêr-benn | Prešov |
Located in the present-day administrative territorial entity | Slovakia |
Renad politikel | republik soviedel |
Deiziad divodañ | 7 Gou 1919 |
Banniel (deskrivadur) | red flag |
Ardamezioù | red star |
Goude 1918 e oa bet kaset urzhioù da Arme nevez Tchekoslovakia da lakaat Slovakia a-bezh dindan he beli ha dre un argad kaset da-benn gant ar Warded Ruz eus Republik Soviedel Hungaria e oa bet aloubet ul lodenn vras eus Slovakia ha staliet Republik Soviedel Slovakia eno.
Nebeudik war-lerc'h e kilas ar Warded Ruz betek Hungaria hag aloubet e oa bet al lec'h gant Arme Tchekoslovakia ha lakaet fin d'ar Republik Soviedel.