Raganv distrollañ
Er yezhoniezh e vez implijet an termen raganv distrollañ (saozneg: disjunctive pronoun) evit komz eus raganvioù implijet o-unan penn pe e savadennoù kevreadurezhel resis.
tennet eo ar skouer da heul diwar ar galleg dre ma vez implijet gnt ar yezh-se stummoù ispsial evit ar raganv distrollañ ("moi", "toi"...):
- e lec'hiadennoù kevreadurezhel distrollet (saoz. disjunct pe dislocated positions):
- Les autres s'en vont, mais moi, je reste
- ("Ar re all a ya kuit, met me a van")
- e savadennoù berrdoiek pe "damfrazennoù" (saoz. sentence fragments) hep verb ebet (d.s. respontoù berr):
- Qui veut du gâteau ? Moi
- ("Piv a fell gwastell dezhañ? Me")
- Il est plus âgé que moi
- ("Koshoc'h eo egedon")
- evit kenstrollañ (saoz. coordinate) ur frazenn anv pe ur raganv all:
- Mes parents et moi arrivons dans une heure
- ("Ma zud ha me a zegouezho a-benn un eur")
- e lavarenn bennañ e frazennoù skejet (saoz. cleft sentence):
- C'est moi que vous cherchez
- ("Me an hini eo emaoc'h o klask")
- goude un araogenn:
- Comptez sur moi
("Kontit warnon")
Disheñvel eo natur ar raganv distrollañ diouzh hini ar raganvioù kentrollañ diouzh un tu hag ivez diouzh hini ar raganvioù kreñvaat (hag a c'hell bezañ implijet ken evit kentrollañ hag evit distrollañ) diouzh an tu evel ma tiskwel an iwerzhoneg:
Raganvioù kenstrollañ
Implijet e vez rananvioù anvet "raganvioù kentrollañ" ovit ober dave da rener ar frazenn ha lec'hiet e vezont diouzhtu da heul ar verb:
Gour | Unander | Liester |
---|---|---|
1 | mé | (muid) |
2 | tú | sibh |
3 | gour. sé ben. sí |
siad |
Raganvioù distrollañ
Implijet e vez ranganvioù distrollañ pa raent d'ave d'un elfenn ha n'eo ket rener ar frazenn pe en deggouezhioù ma ne heul ket ar verb ur raganv hag a ra dave da rener ar frazenn:
Gour | Unander | Liester |
---|---|---|
1 | mé | sinn, muid |
2 | thú | sibh |
3 | gour. é; ben. í |
iad |
Raganvioù kreñvaat
Implijout a c'heller ivez en iwezrhoneg raganvioù kreñvaat evit pouezañ war ur raganv. Implijet e c'hell bezañ suert raganvioù ken evel raganvioù kentrollañ hag evel raganvioù distrollañ:
Gour | Unander | Liester |
---|---|---|
1 | mise | muidne, sinne |
2 | t(h)usa | sibhse |
3 | gour. (s)eisean ben. (s)ise |
(s)iadsan |
Strizh a-walc'h e bezañ tachenn semantikel raganvioù distrollañ. Da skouer, en ur yezh gant jener yezhadurel evel ar galleg e c'hellont bezañ implijet kentoc'h evit ober dave da voudoù bev nemetken, da skouer:
- Si l'on propose une bonne candidate, je voterai pour elle
- ("Ma vo kinniget ur gannadez vat e votin eviti")
- Si l'on propose une bonne loi, *je voterai pour elle
- ("Ma vo kinniget ul lezenn vat e votin eviti")