Er yezhoniezh e vez implijet an termen stagadenn (saoz: clitic) evit komz eus elfennoù yezh gante perzhioù liammet ouzh gerioù emren (pe morfemennoù distag) ha perzhioù all liammet kentoc'h ouzh morfemennoù stag war un dro.

Ur rummad yezhoniezh ledan-tre an hini eo neuze, ennañ gerioù hag a ya en-dro koulz evel gerioù hag evel kengerioù.

Bez' e c'heller dielfennañ ar stagadennoù evel elfennoù bet gerioù distag gwezhall o tont da vezañ elfennoù stag, hanter-hent neuze etre morfemennoù stag ha morfemennoù distag.

Unan eus perzhioù boutin an holl stagadennoù eo ar fed ma n'o deus emrenerezh hedaderel (saoz. prosody), da lâret eo n'hallont ket bezañ distaget o-unan hep bezañ staget ouzh ur ger all, anvet an « ostiz ».

Ur rummad yezhadurel eo ar stagadennoù ha ne glot ket an doare d'o skrivañ atav hervez reolennoù reizhskrivañ pep yezh rak a-wezhoù e vez skrivet distag diouzh ar gerioù ostiz ha gwezhoù all e vezont skrivet stag oute, liammet oute a-wezhoù gant ur varrennig-stagañ.

Renket e vez ar stagadennoù hervez o lec'h e-keñver ar ger ostiz ma vezont staget outan :

  • Stagadennoù rakverbel (saoz. proclitics) :

Staget ouzh deroù ar ger ostiz, evel da skouer ar gerioù-mell e brezhoneg :

An aval
Ul levr
  • Stagadennoù goudeverbel (saoz. enclitic)

Staget ouzh diwezh ar ger ostiz, evel da skouer ar raganvioù renadenn stag e galizeg :

Átanas
(atan « stagont » + RENADENN EEUN (akuzativel) BENEL LIESTER)
« O stagañ a reont » / « Stagañ a reont anezhe »
  • Stagadennoù etreverbel (saoz. mesoclitics)

Staget etre gwrizienn ar ger ostiz ha kengerioù all evel da skouer e portugaleg :

Debuxaria > Debuxá-lo-ia
(PENNRANN-VERB (debuxa-)-RENADENN EEUN (-(l)o)-DIBENN-GER (-ia))
« E dresañ a rafe » / « Tresañ a rafe anezhañ »
  • Stagadennoù enverbel (saoz. endoclitics)

Disrannet e vez gwrizienn ar ger ostiz ha staget etre an daou damm. Gwezhall e kredjod e oa dibosubl seurt stagadennoù met kavet e vezont en oudieg war a seblant.

Gwelit ivez

kemmañ