Rage Against the Machine
Ul lodenn eus ur raktres kaset da benn gant Lise Diwan Karaez eo ar pennad-mañ. Krouet eo bet ar bajenn-mañ gant ul lisead·ez. Evit gouzout hiroc'h, kit da welet amañ. Gallout a rit reizhañ ar pennad, met evit mad ar raktres e vefemp plijet mar rofec'h hoc'h ali diwar al labour (hag a vo priziet) bet graet gant al lisead·ez ; grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.
|
Rage Against the Machine (R.A.T.M.) a zo ur strollad rok amerikan krouet e 1990 e Los Angeles gant Tom Morello ha Zack de La Rocha. O sonerezh a zo ur meskaj metal rap ha funk. Gant sikour Tim Commerford ha Brad Wilk e voe ur strollad a-bouez er bloavezhioù 1990 betek ma paouezfent da c'hoari sonerezh asambles er bloavezhioù 2000.
Ar strollad
kemmañAbaoe krouidigezh ar strollad n'ez eus ket bet a cheñchamantoù a-fet sonerien
- Zack de La Rocha : kan
- Tom Morello : gitar tredan
- Tim Commerford : gitar boud hag eil kan
- Brad Wilk : taboulinoù
Istor
kemmañ1991:Ganedigezh ar strollad
kemmañKrouidigezh R.A.T.M. zo bet graet a-drugarez da gejadenn Zack de La Rocha ha Tim Commerford. An daou anezho a oa er skol asambles ha mignoned e oant. Zack de La Rocha hag a oa plijet kalz gant ar sonerezh a lak e vignon da c'hoari gitar boud. E-keit-se e krouas Zack de La Rocha ur strollad anvet "Inside Out" e 1988 ; met ar strollad ne badas ket pell dre fazi ar gitarour Vic DiCara a guitas ar strollad e 1991.
E-keit-se, Tom Morello a oa o seniñ gitar e Libertyville, en Illinois, e-barzh meur a strollad e-giz “Electric Sheep”, gant gitarour Tool, Adam Jones. Pa erruas Tom Morello e Los Angeles, gant ar c'hoant krouiñ ur strollad rok, en em gavout a reas gant Zack de La Rocha e-barzh ur c'hleub rap.
War-lerc'h e respontas Brad Wilk da gemennadenn ar strollad a oa war glask evit un tabouliner ha, da echuiñ, Zack de la Rocha a bedas e vignon Tim commerford evit c'hoari gitar boud ganto.
2000: Dispartiñ ar strollad
kemmañDa vare krouidigezh “The Battle of Los Angeles”, teirvet bladenn studio ar strollad, e embannas Zack de la Rocha e oa e soñj da baouez gant R.A.T.M.. E fin 2000 e oa, displeget en doa e oa evit kregiñ gant ur raktres disheñvel, dre ma vanke mui-ouzh-mui awen d’ar strollad abaoe ar bladenn “Evil Empire”. Evit kimiadiñ, ar strollad a roas div sonadeg e Los Angeles anvet "Live at the Grand Olympic Auditorium". Krouet e voe un DVD hag ur bladenn diwar ar sonadegoù-se. Peurrest ar strollad a savo ur strollad anvet “Audioslave” gant Chris Cornell, kaner kozh “Soundgarden”. E-keit-se e oa Zack de la Rocha oc’h aozañ ur bladenn e-unan.
2007:Adaozadur
kemmañE miz Genver 2007, ar strollad a embannas e oa prest da adkregiñ. An abeg pennañ d’ar c’houlz-se a vije termen ar strollad “Audioslave”. Tud all a lavare e vije bet ar strollad R.A.T.M. gant ar c’hoant krouiñ un abadenn arvestus evit dilennadegoù prezidantel 2008 e Amerika. Adsavet e oa bet ar strollad evit gouel-veur Kalifornia anvet “Coachella”. D’ar Sadorn 28 a viz Ebrel 2007 e oa bet aozet gant Tom Morello ur sonadeg anvet “The Nightwatchman” hag an deiz war-lerc'h, d’ar Sul 29, pa oa bet R.A.T.M. o seniñ e tibunas Zack de la Rocha un nebeud gerioù, gwall c’hortozet gant an holl, a-enep Bush e koulz ar ganaouenn "Wake Up" :
..."A good friend of ours said that if the same laws were applied to U.S. Presidents as were applied to the Nazi's after World War II, then every single one of 'em, every last rich white one of 'em from Truman on, would have been hung to death, and shot. And this current administration is no exception. They should be hung, and tried, and shot. As any war criminal should be. But the challenges that we face, they go way beyond administrations. Way beyond elections. Way beyond every four years of pulling levers. Way beyond that, because this whole rotten system has become so vicious and cruel, that in order to sustain itself, it needs to destroy entire countries, and profit from their reconstruction, in order to survive, and that's not a system that changes every four years, it's a system that we have to break down generation after generation after generation after generation after generation. WAKE UP!"...
Pladennoù
kemmañEn holl ar strollad Rage against the machine o deus krouet teir bladenn:
Rage against the machine (1992)
kemmañWar poltred ar bladenn e weler luc’hskeudenn wenn ha du ul lean boudaat, Thích Quảng Đức, oc’h en em entanañ evit klemm ouzh an diktatouriezh eus Su Viet Nam, sikouret gant SUA da c’houzl-se. Ar poltred-se a ziskouez eus petra vo kaoz er bladenn. Amañ e kavfed poltred ar bladenn Rage against the machine
Evil Empire (1996)
kemmañSkeudenn ar bladenn a ziskouez c'hoazh eus petra vo kaoz er bladenn. Gwelet e vez ur bugel livet e-giz skritelloù propaganda an URSS, gwiskamant un haroz doare Superman a zo warnañ. Dindan ar paotr ez eo skrivet “Evil Empire”, al lesanv roet d’an URSS gant Ronald Reagan eo, evit diskouez n'eo ket ken pell a-se ar Stadoù Unanet hag "impalaeriezh an drougober. Amañ e kavfed poltred ar bladenn Evil Empire
The Battle of Los Angeles (1999)
kemmañWar ar bladenn mañ e weler skridachoù ha meilh-dorn savet un den, arouez ar stourm eo. An titl "The Battle of Los Angeles" a zo splann e gemennadenn ivez. Da vare an droiad veur da-heul embann an albom e oa bet adkemeret ar skeudenn-se evit brudañ abadennoù ar strollad e pep kêr gweladennet gante en ur cheñch un tamm an titl : The Battle of “anv ar geriadenn” a oa skrivet ouzh ar skritelloù. Amañ e kavfed poltred ar bladenn The Battle of Los Angeles
An testennoù
kemmañHoll destennoù Rage Against The Machine a zo gouestlet kalz d'ar politikerezh, komz a reont ivez eus dreist implijoù ar gevalaouriezh ha gevierezh ar mediaoù.