Rambaud de Vaqueiràs
Rambaud de Vaqueiràs (pe Raimbaut de Vaqueiras en okitaneg ar Grennamzer) a oa ur barzh okitanek eus Provañs e dibenn an XIIvet kantved. Marc'heg e oa ha bevañ a reas en Italia o servij Bonifacio Iañ de Montferrat ha gantañ ez eas d'ar Pevare Kroaziadeg.
Pa oa yaouankik e krogas da ganañ ha sonaozañ, hag adal 1182 edo o servij Guglielmo del Baus (Guilhem del Bauç), priñs Orange.