Pèire Bèc

skrivagner gallek

Pèire Bèc (11 a viz Kerzu 1921 - 30 a viz Mezheven 2014) zo ur yezhoniour hag ur skrivagner okitanek. Tremen a reas e vugaleaj e Comenge, bro e dud-kozh, hag eno e teskas okitaneg. Unan eus saverien an Institut d'Estudis Occitans e voe ha prezidant an ensavadur-se e voe adalek 1962 betek 1980.

E vuhez

kemmañ

Hag eñ ganet e Pariz e tremenas e yaouankiz e Casèras (Haute-Garonne). Prizoniad e voe en Alamagn etre 1943 ha 1945. Goude an Eil Brezel-bed e reas studioù e Pariz, war an italianeg hag an alamaneg. Goude se e teuas da vezañ arbennigour war ar yezhoù romanek, dreist-holl war an okitaneg, kozh ha modern. Div dezenn a dremenas e 1959. Goude-se e voe anvet da gelenner e skol-veur Poitiers ha chom a reas da gelenn enni betek 1989 pa'z eas war e leve.

E labour

kemmañ

Kalz labourioù diwar-benn ar yezhoniezh hag al lennegezh okitanek a savas. Menegiñ a c'haller Le Siècle d'or de la poésie gasconne (1550-1650), Manuel pratique d'occitan moderne, Manuel pratique de philologie romane ha La langue occitane (dastumad Que sais-je ?, embannadur kentañ e 1963).

Skrivagner eo bet ivez hag embannet en deus barzhonegoù, danevelloù (evel Lo Hiu Tibat, ma kont e eñvorennoù prizoniad) hag ur romant, Sebastian.

E 1982 en doa kemeret perzh el labour da sevel un doare-skrivañ evit okitaneg Traoñienn Aran, un doare-skrivañ hag a voe degemeret ez-ofisiel gant pennadurezhioù Aran ha gant gouarnamant Katalonia.

Liammoù diavaez

kemmañ