Diskan
Redek a rin
Redek a rin keit
Ma ne vanko ket an douar
Dindan ma zreid
Redek a ran gant Diwan 'vit ma yezh
Echu eo bremañ amzer yezh ar vezh
|
1.
Savet on abred
Abred diouzh ar beure
N'em boa ket c'hoant da chom
Da voueta c'hwen em gwele
Emañ ar yaouankizoù
'Vont war an hent da redek
'Vin ket ma-unan neuze
E-touez tud ar brezhoneg
|
2.
Redek a rin gant mignoned
Gant ma breur. gant ma c'hoar
Dindan lagad an heol
Da noz ouzh skleur al loar
Eus Naoned da Garaez
Ar rederien zo prest
Da gas ar giminiadez
A zo 'barzh ar vazh-test
|
3.
Ar gerioù brezhonek
A vev ennomp bepred
Dre bevar c'horn ar vro
E vint kaset d'ar red.
War eskell an avel
'Vo klevet sonioù flour
O redek war an douar
O nijal dreist an dour
|