Relegouer kalon Anna Breizh
Relegouer kalon Anna Breizh, zo ur relegouer savet er XVIvet kantved evit degemer kalon an Dugez Anna Breizh (1477-1514), rouaenez Bro-C'hall. Dalc'het e oa e mirdi departamantel Thomas-Dobrée en Naoned betek ma vefe laeret e-pad an noz etre an 13 hag ar 14 a viz Ebrel 2018. Aon a oa e vefe teuzet gant al laeron[1], a-raok bezañ adkavet an 21 a viz Ebrel[2].
Istor
kemmañEvel ma oa bet goulennet ganti, he c'halon a oa da vezañ lakaet en ur relegouer, en ur voest plom hag unan all e houarn. Goude-se e oa bet kaset da Naoned e-pad ul lid ramzel d'an 19 a viz Meurzh 1514, e Chapel ar C'harmelited, en ur c'houfr e penn bez Frañsez II. Lakaet he devoa sevel ar bez evit he zud (kemmet e voe lec'h ar monumant ha kaset e voe da Iliz-veur Naoned).
Skrivadurioù
kemmañWar unan eus al lodennoù maez | War unan all | En diabarzh war ur c'hostez | Eus an tu all |
---|---|---|---|
« En ce petit vaisseau M |
« Ce cueur fut si très hault IXE Ianvier |
« O cueur caste et pudicque |
« Cueur digne entre tous |