Renée Conan
Renée Conan a zo bet ganet e 1938 en Oriant. He zad a oa ezel eus an FFI. Dont a ra da vezañ hi ezelez eus ar Strollad Komunour Gall (SKG pe PCF) e 1956. Kregiñ a ra, adalek 1960, gant ar stourm evit ar maouezed o vont da ezelez eus ar Planning familial. "Boest lizhiri" ha "dougerez malizennoù" eo ivez evit an FLN.
Kelennerez war al lizhiri eo en Oriant adalek 1961. Goude bezañ bet tapet he C'hAPES e 1970 ganti ez aio da gelennerez e Naoned, a-raok distreiñ d'an Oriant.
Pa grog an SKG da dagañ ar "Gevredigezh evit ar Vignoniezh etre Bro-C'hall ha Sina" ("Amitiés franco-chinoises"), e lec'h ma 'z eo he engouestlet ivez, e tibab rentañ he c'hartenn eus ar strollad. Tost ouzh an tu-kleiz pellañ eta, ez eo-hi engouestlet-kenañ er stourmoù e-pad Mae 68. D'ar mare-se eo e tizolo an ekologouriezh ivez. Dont a ra da vezañ ezelez eus Mignoned an Douar ha da stourm a-enep an holl raktresoù kreizennoù nukleel e Breizh. E 1981 ez embann gant Annie Laurent ""Femmes de Plogoff"" e ti-embann La Digitale.
E-touesk krouerien strollad Ar Re C'hlas emañ e Breizh. Kuzulierez ti-kêr e voe en Oriant hag ivez kannadez e Parlamant Europa adalek 1991. Mervel a reas e miz Gouere 1992.
A-hed he buhez e chomas he c'halon tomm ouzh Breizh koulz hag ouzh he yezh, ha liammañ a rae en un doare sklaer ar stourm evit gwirioù Breizh, ar stourm evit gwirioù ar maouezed hag ar stourm evit difenn an endro.