Republik Menezioù Norzh Kaokaz


Ur Republik Soviedel berrbad e oa Republik Menezioù Norzh Kaokaz (ruseg: Се́веро-Кавка́зская Сове́тская Респу́блика), bet krouet evel ur rann eus RSKS Rusia d'an 7 a viz Mezheven hag aet da get e miz Kerzu 1918.

Savet e oa bet dre enteuzañ Republik Soviedel Kuban hag ar Mor Du gant Republik Soviedel Stavropol ha Republik Soviedel Terek.

E Yekaterinodar e oa e c'hêrbenn (bremañ anvet Krasnodar) da gentañ met adlec'hiet e oa bet da Byatigorsk goude ma oa bet aloubet Yekaterinodar gant Arme Denikin d'ar 17 a viz Eost 1918.

Laket e oa bet an darn vrasañ eus takad ar Republik dindan beli an Arme Wenn e diwezh 1918 ha lakaet e oa bet fin d'ar republik neuze gant ar Sovied Uhelañ.

Gwelit ivez

kemmañ